Embannet e oa bet Diskanoù e miz Eost 2008 e stumm ur CD-rom. Kenproduet e oa gant Dastum, Ofis ar brezhoneg ha TES. Dre ma ne chom ket kalz a skouerennoù ken eus ar CD-rom hon eus savet ur stumm Web diwarnañ, abalamour d’ar gelennerien da zelc'her da dennañ o mad gant an danvez puilh a zo ennañ.
TES, miz Here 2020
- Kemeromp an hent treuz
- A pa sav an avel
- Ar razh-koad
- Korrig an noz
- Izold a Vreizh
- Dour ar Vretoned
- Ar gorventenn
- Ar c’hazhig bihan rouz
- Ar serjant major
- Al labousig er c’hoad
- Ar sac’had kerc’h
- Gwerz ar vezhinaerien
- Son ar gevier
- Me zo ganet e-kreiz ar mor
- Spered an tan
- Tri martolod
Savet eo bet an oberenn-mañ gant Gwennola Roparzh (kuzulierezh war ar brezhoneg), Yves Labbé (e karg embannadurioù Dastum), Francis Lamanda (kuzulier war ar sonerezh) ha Jean Le Clerc de la Herverie (rener an embann e TES). Boulc'het e oa bet ar raktres gant Ifig Flatrès ha Jean Le Clerc. An darn vrasañ eus an troidigezhioù a zo bet graet gant servijoù Ofis ar brezhoneg. Krouet eo bet ar CD-ROM gant Pierrick Le Jouan, en deus ebarzhiet an danvez. Alain Garo ha Malo ar Menn o deus graet war-dro ar framm degemer. Enrollet eo bet ar ganerion hag ar sonerion gant Pierre Daniel e Duaod d'an 23, 24, 25 a viz Even 2004. Filmet eo bet Jorj Belz ha Goulc'han Kervella gant Jean Berthelé (d'ar 16 a viz C'hwevrer 2005 ha d'an 25 a viz Gwengolo 2007). Graet eo bet ar filmoù all gant Pierrick Le Jouan : hini Valentine Colleter (16 a viz Even 2004), hini Polig Montjarret (16 a viz Ebrel 2003) hag hini Pierre-Yves Moign (18 a viz Ebrel 2003).
Sikouret eo bet ar skipailh gant :
Olier Berson, Ronan Blanc, Albert Boché, Robert Bouthillier, Kristian Brisson, Christian Brochec, Marc Clérivet, Yann Drezet, Roje an Du, Klaoda an Du, Pierre Géréec, Daniel Giraudon, Anna-Vari Guillerm, Divi gKervella, Bob Le Crann, Alain Le Noac'h, Marie-Jo Le Roux, Mikael Madeg, Frédéric Maignant, Gwennole ar Menn, Jean-Louis Monot, Rozenn Morvan, Anne Pouzeratte, Marcel Ropars, Tieri Sezneg, Ronan Stephan, Maryse Tocquer.
Trugarez da :
• Denez Abernot, evit an aotre da enrollañ Gwerz ar vezhinaerien
• Jorj Belz evit e fotoioù, e skridoù kozh hag e alioù fur a-zivout danvez bro-Wened
• Guy Tudi evit ar gwir da embann e skrid sonerezh Ar serjant-major, bet embannet gwezhall er gelaouenn Skol Vreizh
• Polig Monjarret (†) evit e ganaouenn Ene beo an tan, bet skrivet he fozioù gant Per-Jakez Helias
• An itron Christiane Le Penven, he deus aotreet ac'hanomp da implijout poltred Jef ar Penven hag e skridoù sonerezh
• Andrev Merser, en deus aotreet ac'hanomp da implijout skridoù Per-Jakez Helias
• Eñvor Roparz Hemon en deus aotreet ac'hanomp da implij ar barzhoneg Izold a Vreizh
• Al Levrig evit an aotre da implij ar barzhoneg Petrol an Diaoul gant Anjela Duval
