Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Ar gorventenn

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

An destenn-mañ a oa bet skrivet gant Valentine Colleter, kanerez kan ha diskan, da geñver « korventenn vras 1987 ». Tapet he deus brud buan a-walc'h ha klevet e vez kalz er festoù-noz. Peurvuiañ e vez kanet war un ton gavotenn : hini an enrolladenn, pe forzh peseurt hini all.

Evezhiadennoù yezh
An destenn bet skrivet gant Valentine Colleter a zo stummet e doare ur werz kozh : meneget he deus al lec'h hag ar mare ; an istor a zo mantrus ha gwir.
E brezhoneg pobl eo skrivet ; tennañ a ra d'ar yezh komzet a-vremañ, d'al lennegezh ne ra ket sur, met yac'h eo.
Al live yezh a zere bugale ar c'hentañ derez, an istor a zegas keloù eus un darvoud en deus cheñchet dremm ar vro. Met labour zo a-benn dibunañ ar pozioù betek an hini diwezhañ.

Sonstudi

Un ton simpl eo an ton-mañ, tamm kentañ an droiad dañs (gavotenn) a zo teir lodenn enni.

E-keñver framm e kaver en ton simpl div frazenn verr (8 talm), an hini gentañ o chom en istribilh hag an eil o klozañ.

Ar ganerien kan ha diskan a gan an destenn war ar memes ton penn da benn ; ar sonerien daou-ha-daou avat a gustum stagañ tonioù simpl an eil ouzh ar re all.

Pozioù

Me ho ped 'ta Bretoned da zonet d'am selaou
Me 'gomz deus ar gorventenn zo paseet 'barzh ar vro.

'Barzh ar bloavezh mil nav c'hant seizh ha pevar-ugent
D'ar c'hwezek a viz Here pa oa hanternoz sonet

Na me oa bet dihunet, ya sur, dre un taol spont
Gant an avel dirollet en koler o yudal

Ne greden ket kaozeal na kennebeut bouljal
Ha gouloù 'oa ket en ti 'vit 'n em sklêrijennañ

E-pad teir eur orolaj sur e oa bet padet
Ar gorventenn maleürus, ar prenestroù a grene

Na pa oa deut ar mintin, neuze 'oan sortiet
Ha pa sellomp en-dro deomp hon c'halon zo mantret

Ha gant ar postoù bihan e teu ar c'helaouioù
Partout en bro Breiz-Izel a zo traoù distrujet

'R batimañchoù 'barzh ar porzhioù-mor kalz ane' zo torret
Kar taolet ha distaolet an eil eus egile

Na kalz deus an toennoù savet gant an avel
Ha tourioù an ilizoù kalz a zo diskaret

Ar c'hejer diwar ar beg a zo kas't da nijal
Ar c'hleier na vrallont ket d'ar Sul d'an ofer'nn bred

Partout ivez war an heñchoù a zo gwez diskaret
'Benn sirkuliñ a vo ret dont d'o debarasañ

Me n'on ket evit kanañ ha gouelañ war un dro
'benn 'vo ken kaer Breizh Izel ni vo marv pell 'zo

Sonskrid

Ton ha pozioù (pellgargañ anezhañ e stumm PDF) :

Kelenn

Live : kelc'hiad 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : kaner + strollad diskanerien.

Lakaat e pleustr :

An destenn a zo hir ; sellit ouzh ar fichenn 2 « hentenn da zeskiñ ur ganaouenn hir-mat ».

– Mont pazenn-ha-pazenn.
– A-benn lakaat ar vugale da ganañ ur gavotenn e kan ha diskan e ranker pleustriñ kalz war an destenn.
– Evit aesaat an deskiñ e vo efedus lavaret da gentañ an destenn hervez ritm an ton, hep kanañ (diell stag).

Dav e vo deskiñ ar ganaouenn en he fezh dindan eñvor evel just a-benn kanañ en ur zañsal.

Dielloù

An dud

Kan : Christian Rivoalen (ganet e Montroulez e 1969), Sylvie-Azéline Rivoalen (ganet e 1971)

Skrivagnerez : Valentine Colleter (ganet e Skrigneg e 1918)

VideoValentine Colleter

A bep seurtGwerz

Ar ger gwerz (gwerzenn a-wechoù) a verk un danevell e brezhoneg, rimet ha kanet, hir a-walc'h alies, savet diwar-benn un darvoud istorel pe relijiel. E-keñver ar stil e tenn da zoare ar c'hlemmgan pe da hini ar barzhoneg marzhus. Un toullad anezho zo er Barzhaz Breizh, gant Kervarker. Renket int bet gant an dastumer a laka kemm etre kanoù mojennel, harozel, istorel ha balladennoù. Er memes mod, Fañch Mari an Uhel (Plouared 1821 – Kemper 1895) en doa graet Gwerzioù Breizh-Izel eus unan eus e zastumadoù (1868).

Gwerz ar vezhinaerien, savet gant Denez Abernot, zo ur skwer vodern eus an doare kanoù-se, a blij kalz d'ar Vretoned c'hoazh.

DañsoùGavotenn ar Menez

Digoradur
Gavotenn ar Menez, pe dañs-tro, a verk ur seurt gavotenn a zañser en ul lodenn eus Kerne-Uhel (Poc'hêr, Menez Are).
Un heuliad tri zamm a ya d'ober anezhi : gavotenn, bal, gavotenn.

Eilañ an dañs
Peurvuiañ e vez eilet an dañs gant kan-ha-diskan. Hervez an henvoaz emañ ar ganerien e-barzh chadennad an dañserien, ar pezh a grou ul liamm start etrezo.
Eilañ gant binvioù sonerezh a vez graet ivez : gant ar c'houblad binioù-bombard da gentañ-penn, ha neuze gant an akordeon kromatek, a-wechoù gant an dreujenn-gaol, adalek an hanterenn gentañ eus an XXvet kantved.

Stumm ha doare d'en em zerc'hel
E stumm un dro pe ur chadenn e vez dañset ar gavotenn, paotred ha merc'hed a-bep-eil, pep dañserez a-zehou d'he dañser.
Dañsal dorn-ouzh-dorn a reer peurliesañ hiziv an deiz. Pep hini a c'holo gant e arvrec'h dehou arvrec'h kleiz e amezeg dehou. Treiñ a ra an dro ingal a-du gant an heol.

Mont en-dro
Komañs a ra ar sonerien pe ar ganerien gant ur galv d'an dañs da lezel amzer d'an dañserien da stummañ an dro.
Pa vez dañserien a-walc'h, pe pa vez prest ar sonerien pe ar ganerien, e stager gant an dañs.

Kammedoù
Dañsal a reer ar gavotenn gant un heuliad kammedoù war 8 talm.
Cheñch a reer skor en 3vet pe er 4vet talm. Lezet e vez an 8vet talm e-skourr evit gallout adkregiñ ganti en talm 1añ da-heul.

Formulenn gant ur cheñchamant skor en 3vet talm

Fiñvoù an divrec'h
E-pad an dañs e talc'h an dañserien o daouarn en uhelder o bruched. Merkañ a reont pep pred gant ur fiñv eus o divarvrec'h war-du an traoñ.

A bep seurtFest-noz

Betek ar Brezel 1914-18 e veze graet festoù-noz war ar maez goude al labourioù bras (al leur nevez, an eost, an tennadeg patatez, h.a.). E-barzh ar bodadegoù-se e veze dañset dañsoù ar c'hornad ha c'hoariet ivez (sach war ar gordenn, c'hoari bazh-yod, h.a.).

Etre an daou Vrezel-bed e oa prest ar festoù-noz da vont da goll. Ar « bal-musette » a oa trec'h. Met, da vare ar Brezel 1939-45, dre ma ne oa ket tu da vont er-maez diouzh an noz, o doa ranket an dud kavout un doare all d'en em zivertisañ. An dud en em lakaas en dro d'ober beilhadegoù ha da ganañ da zañsal.

Er mod-se e oa chomet bev an doareoù-se betek fin ar brezel, hag, er bloavezhioù 50 e oa adlañset ar festoù-noz en ur stumm modernoc'h gant un nebeud tud evel Loeiz Ropars e Poullaouen.

Betek ar Brezel-bed kentañ, goude an devezhioù-labour bras (leur-nevez, tennadeg patatez), e plije d'an dud, tapet koan ganto, en em zidual asambles. « Fest-noz » veze, 'vel ma lârer er Poc'hêr. Er c'hornioù-bro all e veze lâret « nozvezh, filaj, beilhadeg ». E-kerzh ar festoù-noz-se e veze dañset (dañs kaset en-dro gant ar c'han ha diskan) hag a-wezhioù e veze ivez c'hoarioù (sachañ ar vazh-yod an aliesañ).

Gant ar freuzet hag eilpennet ma oa bet ar bed war-lerc'h ar Brezel bras e krogas ar fest-noz da vont tamm-ha-tamm war e ziskar. Ha graet e oa gantañ e penn-kentañ ar bloavezhioù 1930. Ar yaouankizoù a blije gwelloc'h dezho ar « bal musette ».

Eilpennet e voe an traoù a-nevez gant an eil Brezel-bed : echu gant an dañsoù-noz er bourk ! Difennet e oa. Ha setu e voe adkavet an tu da gemer diduamant war ar maez : ar festoù-noz war-lerc'h an devezhioù labour.

An traoù a badas evel-se betek fin ar brezel, ma voe eilpennet krenn doareoù-bevañ an dud, ha da vat ar wezh-mañ. Nemet e teuas un nebeud tud, evel Loeiz Ropars e Poullaouen, da soñjal e oa ret saveteiñ an doare diduamant-se ken dibar. Ha setu adlañset ar festoù-noz en ur stumm adnevezet.

Diouzh o zu, ar c'helc'hioù keltiek o deus lakaet an dud da beurzeskiñ dañsoù Breizh, hag, en amzer-vremañ eo deuet ar festoù-noz da vezañ boutin er vro a-bezh ha da zesachañ tud yaouank plijet gant ar strolladoù sonerezh mod nevez.

A bep seurtKan ha diskan

Un teknik dibar eus Kreiz-Breizh eo ar c'han-ha-diskan. E brezhoneg e vez kanet. Daou ganer ‘vez da nebeutañ : ur c'haner hag un diskaner. Ar c'haner a gas ar poz kentañ ; an diskaner(ien) a gan fin ar poz-se war un dro gantañ hag an hevelep poz en-dro e/o-unan. Ar c'haner a gan silabennoù diwezhañ ar poz kentañ war un dro gant an diskaner(ien) a-raok kregiñ gant an eil poz e-unan. Evel-se e vez lavaret ar ganaouenn gant an daou ganer, pep hini d'e dro, en ur eilañ dibenn pep frazenn. Dre ma'z a an eil kaner da glask war egile, n'eus troc'h ebet gant an ton.

Gavotennoù, dañsoù fisel, dañsoù plin eo an tonioù a vez kanet ar muiañ gant ar ganerien kan-ha-diskan. Mouezhioù brudet a zo, hag en o zouez ar c'hoarezed Goadeg hag ar vreudeur Morvan. Bev e chom an hengoun a-drugarez da ganerien a-vremañ, evel Louise Ebrel, Annie Ebrel, Marsel Gwilhouz, Lors Jouin, Erik Marchand, Yann-Fañch Kemener ha meur a hini all c'hoazh. Kenstrivadegoù a vez aozet ingal a-benn loreañ ar ganerien wellañ.

Aliezik e kaver koubladoù kanerien paotr ha plac'h.

Ar c'hanaouennoù kan-ha-diskan, anavezet dre skrid (follennoù-nij) pe gant an hengoun dre gomz, a zo diwar-benn danvezioù a bep seurt : danevelloù mojennel, darvoudoù a bep seurt, kanaouennoù flemmganus (disputoù). Savet e vez pozioù nevez (Ifig Pichon, Pêr Baudouin, Valentine Kolleter hag all...) ha tonioù nevez ivez, met nebeutoc'h un tammig.

MammskridoùAn tri mab yaouank 'hont da dennañ ar bilhed

An tri mab yaouank, pozioù ar ganaouenn kanet gant Valentine Colleter ha Christian Rivoalen, skrivet ha notennet gant Marcel Ropars.


Selaouet hag e klevfet, c'hwi a glevo kanañ
Ur son a zo kompozet a-nevez 'vit ar bloaz

Ur son a zo kompozet 'vit ar bloaz a-nevez
War sujed tri den yaouank degouezhet ar bilhed dezhe

– 1 –
*Dimeus ar ger a Garaez eo an tri mab yaouank
Me lâro o anv deoc'h damaik tuchant *war 'n tomm

– 2 –
Ar *c'hente ar C'houteller e vicher *tremener
An eil Job Griger *giniget *deus ar ger

– 3 –
En drivet deus ar baotred e anv Job Ar Menn
A zo ganet ha maget barzh ru ar Feunteun Wenn

– 4 –
A zo ganet ha maget barzh ru ar Feunteun Wenn
N'un ti e bart e-hunan damdost d'ar *varriererenn

– 5 –
Job Griger a lavare kent ma 'c'h ae da dennañ
Me c'hlaharo ma ligner kent mont deus ar vro-mañ

– 6 –
Me c'hlac'haro ma zad ma mamm ivez ma c'hoar Mari
Soudard on a dra-serten ma c'halon a lâr din

– 7 –
Ar Griger kozh a lâre pa oa soudard e vab“
*Keset arc'hant evidon d'am repoz da Vulat

– 8 –
Keset arc'hant evidon d'am repoz da Vulat
Evit ma vin-me desedet ken a *varjo va mab”

– 9 –
Kriz e vije ar galon na kriz ma ne ouelje
E toull dor ar varrierenn d'ar sadorn da greisteiz

– 10 –
Gwelet an tri mab yaouank 'hont da guitaat o bro
Kalz deus o c'hamaradoù skuilhas evite daeloù

– 11 –
Gwelet an tri mab yaouank 'hont 'sambles gant an hent
Dimeus a-greiz o c'halon e suplijont ar sent

– 12 –
Supliñ a raint asambles Doue an teir Werc'hez
Itron Varia kleden, Santez Anna Karaez

– 13 –
C'hoazh e suplijont ouzhpenn Itron Varia Ar Froud
D'o breserviñ deus 'r maleur zo lakaet war ar roud

– 14 –
Adieu kleier benniget meur 'wezh 'm eus da vrallet
Na kenkoulz d'ar gousperoù evel d'an oferenn-bred

– 16 –
Na kenkoulz d'ar Gousperoù evel d'an oferenn-bred
Da sul ar sakramant na 'vit ar bloaz paseet.

Evezhiadennoù

– Tremener (ler) : corroyeur. Bez' e oa kivijerezhioù e Karaez d'ar mare-se.

– Ar varrierenn : bez' e oa dorioù ha postoù gward evit mont maez eus Karaez war hent Roazhon ha war hent An Oriant.

– Ru ar Feunteun Wenn : rue des Martyrs bremañ. Anvioù ar ruioù a zo bet cheñchet e 1908.

– O vont : distaget ['hõt].

– Bremaik : distaget damaik.

– “war an tomm” “distaget “war an tan” evit ma klotefe gant “yaouank”.

– “Ar c'hente” evit “ar c'hentañ”.

– An tri mab a zo meneget hep ma vefe ur verb er frazenn

– demdost : ur stumm da zistagañ damdost

– keset stumm kozh, evit kaset

– varjo : kemmeskaj etre an amzer a-vremañ hag an amzer-zivizout

– kleier : liester; “ho prallet” a vije bet reizh, e plas “da vrallet”

Akordeoñs