Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Un ton dañs (hanter-dro) en deus savet Jorj Belz evit reiñ buhez d'e varzhoneg diwar-benn al lanv du.
E 1978, da geñver peñse an Amoco Cadiz, e oa bet kompozet an destenn-mañ ; dre se e c'hellfe kaout blaz ar c'hozh met bez' emañ c'hoazh diouzh ar c'hiz, siwazh. E gwenedeg eo bet skrivet hag er rannyezh-se eo bravoc'h kanañ anezhi.
Evezhiadennoù yezh
E peurunvan eo kinniget ar skrid daoust m'eo bet enrollet ar ganaouenn en he stumm orin : ar gwenedeg. Ar skrid orin a gavoc'h en diell stag.
Sonstudi
Ton
An ton-mañ a zo da zañsal an hanter-dro.
E bro-Wened e vez kanet hervez ar stumm « kaner ha strollad diskan ».
Live-mouezh
Ar skrid hag an enrolladenn a chom stag ouzh ar stumm hengounel da ganañ e Breizh ; da lavaret eo live mouezh izel (alto) evit ar merc'hed.
Programmoù an deskadurezh stad, avat, a zo diazezet war ar stumm klasel da ganañ ; da lavaret eo live mouezh uhel (soprano).
Evit tostaat ouzh ar stumm-se e c'hellit uhelaat an ton un tamm. Da skwer, kregiñ gant Sol.
Pozioù
– 1 –
A pa sav an avel àr hor bro Breizh-Izel
E soñj ar Vretoned en o martoloded.
– 2 –
Lod anezhe zo chomet àr ar mor kounnaret
Hemp gellet lâret ger, skrapet d'ar gwallamzer.
– 3 –
Bagoù pesketourion, dalc'hmat àr ar mor don
Aze 'mañ o micher, talañ doc'h an dañjer.
– 4 –
Pa ve(zo)nt g(ant) o labour garv, 'welont bagoù ar marv
O paseiñ e-tal de(zhe), leun o bou(z)elloù gete.
– 5 –
Batimantoù spontus karg a aour prizius ;
Karget 've(zo)nt a aour du a gasont da bep tu.
– 6 –
Àr ar mor bras diroll, karget e ve(zo)nt a betrol,
Mand a ar vag da goll, 'vez kousiet an holl.
– 7 –
Pa vo goloet an aod get libouz ar pitaod,
E vo re ziwe(z)hat, n'hellimp ket mui netra.
– 8 –
Mammoù ar gouelini, pa vint en angoni
Ar serrourion argant, 're-se 'n em denno buan !
Sonskrid ar ganaouenn
Ton ha pozioù (pellgargañ anezhañ e stumm PDF) :

Kelenn
Live : kelc'hiad 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : kaner + strollad diskan.
Lakaat e pleustr :
a. Dizoloiñ ar ganaouenn
Ar mestr-skol a vo ar c'hentañ kaner evit reiñ lusk ar ganaouenn. Ar vugale a ziskano.
b. Deskiñ ur ganaouenn hir-mat
Evit aesaat an deskiñ e vo tu c'hoari e giz-mañ :
• 1. Rannañ ar c'hlas dre 4, da skwer.
– Pep strollad a vo roet dezhañ un tamm eus ar ganaouenn da zeskiñ : daou boz-kan da bep strollad.
– Niverenniñ ar strolladoù.
– Eskemm ar pezh a vo kanet gant ar strolladoù.
Pep strollad er c'hlas n'en do neuze da zerc'hel soñj eus un tamm nemetken ha, dre selaou ar re all, en ur c'hortoz e dro, e c'hello deskiñ ar ganaouenn penn-da-benn.
Pa vo bet pleustret kalz gant ar stumm-se e vo tu hiraat ar pennad da vezañ desket gant pep strollad da gentañ, ha gant pep skoliad goude (daou boz-kan, tri foz-kan, ha hiroc'h…).
• 2. Klas a-bezh.
Ar pal a zo kaout ur c'haner hag ur strollad diskanerien. Cheñch kaner bep eil poz-kan pe nebeutoc'h diouzh barregezh ar vugale.
S.o. : Documents d'application des programmes ; éducation artistique : p. 21. Evezhiadenn diwar-benn « chant intérieur ».
Dielloù
An dud
Kan : Guénaëlle Hélou (ganet en Oriant e 1968), Véronique Bourjot (ganet e 1961 e Champigny-sur-Marne)
Gitar : Bernard Bizien (ganet e Montroulez e 1960)
Fleüt : Malo Carvou (ganet e Pempoull e 1976)
Skrivagner : Jorj Belz (ganet e Plouharnel e 1951)
VideoJorj Belz
A bep seurtSkritur vrezhonek ar c'hanaouennoù
Meur a zoare da skrivañ ar brezhoneg a c'heller kaout er skridoù abaoe an IXvet kantved.
Memes tra, evel el lodenn vrasañ eus an danvez produet bremañ evit ar skolioù, ez eo bet skrivet testennoù ar CD-ROM-mañ en un doare-skrivañ tost diouzh hini ar « peurunvan ».
Ar skritur peurunvan-se, hini ar ZH, a zo bet ijinet evit ma c'hallfe brezhonegerion a bep korn a Vreizh kompren ar brezhoneg skrivet… hag en em gompren mat etreze ivez. Al lizherennoù ZH a dalv evit an TH a oa e brezhoneg kozh (a-raok ar bloaz 1100). Hiriv an deiz eo deuet da vezañ peurliesañ an TH-se z e brezhonegoù Kernev, Leon ha Treger hag un doare c'h pe h sunet e brezhoneg Gwened. Da skwer, ar ger Breizh a vez distaget Breiz e Kernev, Leon ha Treger ha Brec'h e bro-Wened.
Pa ouier se, kentoc'h eget lenn komzoù ar c'hanaouennoù (hag a c'hell bezañ diaes da zistagañ a-wezhioù) ez eo ret d'ar vugale selaou gant evezh ar pezh a zo bet enrollet : evel-se e teskint ar c'hanaouennoù distaget evel ma zo dleet.
MammskridoùA pe saù en aùél
A pa saù en aùél ar hur bro Breizh-Izel
é son er Vretoned én o marteloded.
Lod anehé zo chomet ar er mor kounaret
hemb gellet laret gir, skrapet d'er goal amzér.
Pen da er vag d'en dan, nen des brasoh tourmant
eit mamm ha bugalé, na tristet un doéré !
Bag er peskeraour dé ha noz ar er mor
azé 'ma é vichér, talein doh an danjér.
Eit gounid o buhé ar er mor didruhé,
pesketaerion hur bro e dorimell guerso.
Pa vent g'o labour garù, 'huélant bageu er marù
é pasein étaldé, lan o boelleu geté.
Batimanteu spontus karg a eur présius :
karget vent a eur du e gasant de bep tu.
Ar er mor bras diroll, karget vent a betrol,
m' en da er vag de goll, vé kousiet en holl.
Ohpen en dra-sé hoah, ar vrasat 'vent dalbèh,
aveit cherrein argant, 'r pitaod ne gul 'k ardran !
Pe vo goleit en aod get libousaj er pitaod,
é vo re zevéhat, n'helléemb ket mu nitra.
mammeu ar goulienni, pe veint én angouni
er cherrerion argant, er ré-sé um denno buan !
Ret é chanj penn d'er vah, a dra-sur é vo bèh,
torrein gelloud en argant, ma vestro er bopl vihan.
Jorj BELZ

A bep seurtAl lanvioù du brasañ o deus graet freuz e Breizh
| Anv ar vag | Banniel | Pegoulz ? | Pelec'h ? | Niver a donnioù petrol karget | Niver a donnioù petrol skuilhet |
|---|---|---|---|---|---|
| Torrey Canyon | Liberia | 18/03/1967 | Land-s End (Kernev-veur) | 119 000 | 30 000 |
| Olympic Bravery | Liberia | 24/01/1976 | Enez Eusa | 280 000 | 1 200 |
| Boelhen | DDR | 15/10/1976 | Enez Eusa | > 7 000 | 7 000 |
| Gino | Liberia | 28/04/1979 | Enez Eusa | 41 000 | 750 |
| Amoco Cadiz | Liberia | 1978 | Portsall | 250 000 | 230 000 |
| Tanio | Madagaskar | 07/03/1980 | Enez Vazh | ? | > 6 000 |
| Amazzone | Italia | 31/01/1988 | Penmarc'h | 32 000 | 2 100 |
| Erika | Malta | 12/12/1999 | Penmarc'h | 28 000 | > 20 000 |
BarzhonegoùPetrol an diaoul

Anjela Duval (Ar C'houerc'had 03/04/1905 – Lannuon 07/11/1981)
Aon bras 'm eus
Eus ho mallozh
Laboused drouklazhet
Pesked ha kregin mouget
Bezhin ha felu kontammet
Gant petrol an diaoul
Diaoul an Arc'hant
Arc'hant ar Grokanted
Krokanted hor c'hantved
Kantved ar Spont
Spont an Apokalips.
Laboused ha pesked
Kregin drouklazhet
Traezhennoù kailharet
Aon bras 'm eus evit an dud
An dud-se kiriek eus an torfed
An dud o deus graet
Un « doue » eus ar petrol
A zo en em c'hraet
Sujidi d'ar petrol
Ar petrol-se a gas en-dro
Pep tra en ti. Pep tra er maez.
Ar petrol a zegasas
Sklêrijenn d'al lagad
ha Teñvalded d'an Ene
Nerzh d'an amerzh
Ha gwanded d'an nerzh-kalon
Aon 'm eus evit an dud-se
C'hoantek diboell
Didruez ha dirastell
Laboused glan ha divlam
Kregin ha pesked dinoaz
Plantennoù ha loeniganed
Annezidi an dour-sall
Aon 'm eus eus ho mallozh
War ho trouklazherien
Pouezañ 'ray war o askre
Pouez divent ho kelanoù.
diwar Oberenn glok,
kenembannadur Orvault 2000
DañsoùHanter-dro
Eus Bro-Wened eo an hanter-dro, anezhañ un doare ront, c'hwec'h paz ennañ. Kaset e vez en-dro gant kanerien pe gant sonerien, hervez an degouezh. An dañserien (paotr pe blac'h a bep eil, evel boaz) en em zalc'h kazell ha kazell, hervez giz ar gavotenn.
Div lodenn dizingal a ya d'ober an dañs. An hini gentañ (pevar paz enni) a lak an dañserien da vont war-raok war an tu kleiz. An eil lodenn a zegas un arsav war ar c'herzhout : an dañserien, hag a chom troet war ar memes tu, a gas o zroad dehou ur paz pelloc'h war an tu dehou, a zegas pouez ar c'horf war an troad-se ; e-keit ha ma tistok un disterañ an troad kleiz eus an douar.
Disheñvel krenn e tiskouez bezañ al lodenn gentañ diouzh an eil, dre ma kas ingal an dañserien war raok war an tu kleiz, tra ma vez gwelet, en eil lodenn, ar c'horf o pouezañ krenn war ar paz dehou diwezhañ.
