Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Izold a Vreizh

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

War vojenn Tristan hag Izold eo bet skrivet ar barzhoneg gant Roparz Hemon. Nevez 'zo eo bet kompozet an ton gant Pierre-Yves Moign, war ur patrom hengounel.

Uhel eo live yezh an destenn ha n'eo ket aes kinnig anezhi da vugale ar c'hentañ derez ; dre selaou ar ganaouenn e vo aesoc'h tostaat outi.

Evezhiadennoù yezh
Ur stumm lennegel a zo gant ar barzhoneg-mañ.
Daoust ma n'eo ket frammet war batrom ar barzhonegoù kozh (e krennvrezhoneg) e kaver ennañ enklotennoù a zegas gwisk ar Grennamzer.

Sonstudi

Savet eo bet an ton-mañ gant ur c'hompozer a vicher diwar skwer un ton a-boz hengounel, da lavaret eo goustad, mentadoù digompez ennañ.

Diouzh ar mod m'eo bet kempennet avat e tenn kentoc'h d'ur pezh-sonerezh klasel eget d'ur werz kozh.

Ar ganerien o deus bet c'hoant da reiñ liv an hengoun d'ar ganaouenn-mañ ; diwar-se e klevoc'h diforc'hoù ritm etre an enrolladenn hag ar skrid orin.

Pozioù

Ar briñsez en he frenestr,
A-hed an deiz o wriat,
O wriat hag o c'hedal,
O sellout ouzh ar mor.
– Me a garfe 'ven an avel
A ya da Gernev-Veur.

An tonnoù gren o tañsal
A lamm, a red, a lugern,
A dec'h davet an dremmwel,
Davet ar gwalarn yud.
– Me a garfe 'ven an tonnoù,
A saflik ouzh e vag.

Ha skeud an tour a hira,
A hira war an tevenn,
A ziskenn war an tonnoù,
A veuz e-kreiz ar mor.
– Me a garfe 've va c'halon,
A veuzfe 'barzh an noz.

Sonskridoù

Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF

Sonskrid 1 e Re mineur

Ton ha pozioù e toniadur an enrolladenn :

Sonskrid 2

Ton ha pozioù e Mi mineur ; toniadur azasaet ouzh live mouezh ar vugale :

Sonskrid 3

Kan hag eilerezh evit ar piano pe an delenn :

Kelenn

Live : kelc'hiad 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : klas a-bezh.

Lakaat e pleustr :

Ar ganaouenn-mañ a zo bet dibabet evit reiñ ur skwer eus ar pezh a c'heller krouiñ diwar an danvez hengounel.

E-keñver yezh e tegas ur mod da zeskiñ ur barzhoneg a live uhel a-walc'h hep poaniañ re.

Un digarez evit sachañ evezh ar vugale war mojennoù ar Grennamzer eo ivez.

M'eo diaes ha hir an deskiñ, pleustriñ war an destenn hag ar selaou a dalvez ar boan avat.

S.o. Programmes école élémentaire : Qu'apprend-on à l'école élémentaire, p. 139, 140.

Dielloù

An dud

Kan : Ifig Flatrès (ganet e Pont-’n-Abad e 1967), Sylvie-Azéline Rivoalen (ganet e 1971)

Telenn : Gwennola Roparzh (ganet e Brest e 1955)

Skrivagner : Roparz Hemon (ganet e Brest e 1900, marvet e Dulenn e 1978)

Kompozitour : Pierre-Yves Moign (ganet e Brest e 1927)

VideoPierre-Yves Moign

A bep seurtGwerz

Ar ger gwerz (gwerzenn a-wechoù) a verk un danevell e brezhoneg, rimet ha kanet, hir a-walc'h alies, savet diwar-benn un darvoud istorel pe relijiel. E-keñver ar stil e tenn da zoare ar c'hlemmgan pe da hini ar barzhoneg marzhus. Un toullad anezho zo er Barzhaz Breizh, gant Kervarker. Renket int bet gant an dastumer a laka kemm etre kanoù mojennel, harozel, istorel ha balladennoù. Er memes mod, Fañch Mari an Uhel (Plouared 1821 – Kemper 1895) en doa graet Gwerzioù Breizh-Izel eus unan eus e zastumadoù (1868).

Gwerz ar vezhinaerien, savet gant Denez Abernot, zo ur skwer vodern eus an doare kanoù-se, a blij kalz d'ar Vretoned c'hoazh.

A bep seurtTristan hag Izold

Displegadurioù Goulc'han Kervella war ar pezh c'hoariet gant Strollad ar Vro Bagan :

Tristan oa niz ar roue Marc'h, e Kerne-Veur.

Mont a reas da stourm ouzh ar Morholt, ur ramz kriz anezhañ. Hennezh a oa breur Roue Iwerzhon a vac'home tud Kerne-Veur.

Lazhañ a reas ar Morholt met gwall gloazet e voe en emgann. Pareet e voe e c'houlioù dezhañ gant Izold ar veleganez, merc'h Roue Iwerzhon, hep dezhi gouzout e oa eñ an hini en doa lazhet hec'h eontr.

Goude e zistro da Gerne-Veur, ar roue Marc'h a c'houlennas digantañ mont en-dro da Iwerzhon evit degas Izold he blev melen, a felle dezhañ he c'haout da wreg-pried. Erruet e Bro-Iwerzhon, e stourmas Tristan ouzh un aerouant a lakae reuz ha spouron war ar vro : lazhet e voe an aerouant gantañ. Hag eñ, chomet kontammet dre vilim an euzhvil, a voe pareet adarre gant Izold a anavezas anezhañ ar wech-mañ.

Asantiñ a reas Roue Iwerzhon e timezfe e verc'h gant ar Roue Marc'h. O tont en-dro da Gerne-Veur, Tristan hag Izold, deuet sec'hed bras dezho, a evas al louzoù-karantez bet aozet end-eeun evit ar Roue Marc'h hag Izold. Diwar neuze, an daou zen yaouank a chomas stag an eil ouzh egile, kig hag ene : « Na c'hwi hepdon, na me hepdoc'h ! »

Dimezet gant Izold, dont a reas buan ar Roue Marc'h da zizoloiñ darempredoù an daou garedig. Rediet e voe Tristan da vont da vevañ en harlu, e lez ar roue Hoel e Breizh-vihan, e lec'h ma timezas gant e verc'h, Izold he daouarn kann. Gloazet e-doug un emgann ouzh enebourien ar Roue Hoel, e c'hoantaas Tristan ma vefe degaset davetañ Izold he blev melen, ar vaouez nemeti gouest da reiñ pare dezhañ.

Ha Kaerden, mab ar Roue Hoel, an hini eo a yeas da Iwerzhon, gant ar c'hemennadur-mañ digant Tristan : « Ma teu en-dro Izold he blev melen ganeoc'h, savit ar ouel wenn. Mard oc'h ho-unan penn o tont en-dro, lakait ar ouel zu ha gouzout a rin ma flanedenn evel-se. »

Hag ar vag o tont war wel dirak porzh Penmarc'h, ar ouel wenn e penn ar wern :
« Pe zu pe wenn eo ar ouel » a c'houlennas Tristan digant Izold he daouarn kann.
– Du eo ar ouel » a respontas-hi.

Neuze e varvas Tristan, torret e galon gant ar glac'har. E-kichen korf Tristan, Izold he blev melen en em astennas tostik-tost, en ur lakaat he blev hir da dalvezout dezhañ ul liñsel aour : « Nag eñ hepti, na hi heptañ ! »

Tennet diouzh Tristan hag Izold gant Langleiz (Xavier de Langlais), Al Liamm, 1972.

Akordeoñs