Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Polig Monjarret a zo anavezet dreist-holl dre e labour dastum hag e stourm evit sevenadur ar vro. An ton-mañ a zo bet savet gantañ war pozioù Per-Jakez Helias, ar pezh a ziskouez pegen ledan e oa e dachenn labour.
Evezhiadennoù yezh
An destenn bet skrivet gant P.J. Helias a gaver dindan daou stumm.
Ar stumm kanet war ar CD a zo hini bet embannet gant ar Falz, da geñver ur staj hañv ; el levr A-berz eur bed all e kaver anezhi, kemmet un tamm, kempennet zoken, keñver barzhoniezh (sellout ouzh an diell stag).
Sonstudi
An ton-mañ a zo bet kompozet gant Polig Monjarret, marteze diwar ali pe levezon Jef ar Penven. Ar mod d'ober a zo heñvel a-walc'h : mod Re ha ritm tonioù ar grennamzer.
Pozioù
Ene *beo an tan
Eo gwir melezour eun all a garan
Evid piou e voushoarz ar skodenn
A verv dindan ?
Ouz piou ra ken braz goap mogedenn
Ene aour an tan ?
Lagad don an tan
Dister preñvig-noz bremañ ne ra van.
Petra anzav din-me ar hlaouenn
A hun dindan ?
Ma halon a lamm dirag pedenn
Lagad don an tan.
Ludu skañv an tan
A nijo war askell an avel glan
Med me glask an diweza elfenn
A jom dindan.
Allaz, maro war eul luhadenn
Ludu skañv an tan
*Ar barzh en doa lakaet « aour » e plas « beo » en eil moulladur (Editions Ouest-France, 1991). Ar peurrest zo heñvel.
Sonskridoù
Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF
Sonskrid 1
Ton ha pozioù :

Sonskrid 2
Ton eilmouezhiet evit ar vugale :

Sonskrid 3
Ton eilmouezhiet evit tud gour :

Sonskrid 4
Evit kompren an diforc'h etre mod Re ha mod mineur :

Kelenn
Live : kelc'hiadoù 2 ha 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : klas a-bezh.
Lakaat e pleustr :
Gallout a reer lakaat bugale ar c'helc'hiad 2 da ganañ ar ganaouenn-mañ a-unvouezh daoust d'an destenn bezañ uhel a-walc'h he live yezh.
Kelc'hiad 3 : bugale ar c'helc'hiad-mañ a c'hell kanañ a-unvouezh pe deskiñ un eil mouezh.
Eil mouezhioù
Kinniget e vez en dielloù stag div eil mouezh :
– An hini gentañ a c'heller implijout er c'hlas.
– An eil ne zegouezh ket ouzh live-mouezh bugale ar c'hentañ derez. Tud-deuet avat, ar vistri-skol da skwer, izeloc'h o live-mouezh, a gavo aes ober ganti. Ouzhpenn-se e c'heller soniñ anezhi ouzh ar fleüt pe ouzh ur benveg all evit eilañ kan ar vugale.
Dielloù
An dud
Kan : Ifig Flatrès (ganet e Pont-’n-Abad e 1967)
Gitar : Bernard Bizien (ganet e Montroulez e 1960)
Fleüt : Malo Carvou (ganet e Pempoull e 1976)
Skrivagner : Pêr-Jakez Helias (ganet e Pouldreuzig e 1914, marvet e Kemper e 1995)
Dastumer : Polig Monjarret (ganet e Pabu e 1920, marvet e 2003)
VideoPolig Monjarret
MammskridoùSpered an tan
Ene *beo an tan
Eo gwir melezour eun all a garan
Evid piou e voushoarz ar skodenn
A verv dindan ?
Ouz piou ra ken braz goap mogedenn
Ene aour an tan ?
Lagad don an tan
Dister preñvig-noz bremañ ne ra van.
Petra anzav din-me ar hlaouenn
A hun dindan ?
Ma halon a lamm dirag pedenn
Lagad don an tan.
Ludu skañv an tan
A nijo war askell an avel glan
Med me glask an diweza elfenn
A jom dindan.
Allaz, maro war eul luhadenn
Ludu skañv an tan
*Ar barzh en doa lakaet « aour » e plas « beo » en eil moulladur (Editions Ouest-France, 1991). Ar peurrest zo heñvel.
Embannadur orin, e stumm ur gartenn-bost :

