Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Tri martolod

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

Tri martolod a zo ur ganaouenn da zañsal, un dañs-tro tri faz, a voe savet a-raok an naontekvet kantved, sur a-walc'h gant tud a vor eus Breizh-Uhel, e bro Naoned marteze, ha troet e brezhoneg goude-se. Ne gaver roud eus ar ganaouenn-se nemet e Kornôg Frañs ; ur stumm kebekat a zo ivez avat.

Meur a enrolladenn a gaver. Menegomp re an Namnediz, Stivell, ha, n'eus ket pell zo, hini ar strollad Manau (La Vallée de Dana), hag ivez hini Yann-Fañch Kemener ha Didier Squiban.

Evezhiadennoù yezh
Meur a stumm da ganañ an tri martolod-mañ a zo bet klevet ; lod anezho digomprenus a-walc'h.
Ifig Flatres en deus klasket ar stumm orin ha kinnig a ra amañ un istor gwirheñvel.

Sonstudi

Taolit evezh war framm an ton, div frazenn ennañ.

– An hini gentañ (A) a zo div lodenn 4 mentad enni, an eil o klozañ. Kanet e vez div wezh an hollad.
– An eil a zegas un eil tamm (B) pevar mentad ennañ, o chom en istribilh. Kanet e vez div wezh. Framm an ton a zo neuze : AA BB. Dre ma chom an tamm B en istribilh eo aes mont war-raok er ganaouenn ; met a-wezhioù e c'hell degas diaezamantoù evit dibunañ ar pozioù.

Pozioù

– 1 –
Tri martolod yaouank, tra la la la digatra
Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ
O vonet da veajiñ ge, o vonet da veajiñ

– 2 –
Gant 'n avel bet kaset tra la la la digatra
Gant 'n avel bet kaset betek an Douar Nevez
Betek an douar nevez ge, betek an douar nevez

– 3 –
E-kichen mein ar veilh , tra la la la digatra
E-kichen mein ar veilh o deus mouilhet o ervioù
O deus mouilhet o ervioù, ge, o deus mouilhet o ervioù

– 4 –
Hag e-barzh ar veilh-se, tra la la la digatra
Hag e-barzh ar veilh-se e oa ur servijourez
E oa ur servijourez, ge, e oa ur servijourez

– 5 –
P'he deus-hi ma gwelet, tra la la la digatra
P'he deus-hi ma gwelet, he deus-hi ma goulennet
He deus hi ma goulennet, ge, he deus-hi ma goulennet

– 6 –
'Peus ket soñj den yaouank, tra la la la digatra
'Peus ket soñj den yaouank penaos memp graet konesañs
Penaos memp graet konesañs, ge, penaos memp graet konesañs

– 7 –
E Naoned er marc'had, tra la la la digatra
E Naoned er marc'had en ur choaziñ ur walenn
Echu eo ma chañsoñ, an hini oar a gontinu.

Sonskridoù

Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF

Sonskrid 1

Ton ha pozioù :

Sonskrid 2

Ton eilmouezhiet :

Sonskrid 3

Ton eilmouezhiet en un doare all, diaesoc'h da lakaat e pleustr :

Kelenn

Lod eus ar vugale ne blij ket an tonioù kozh dezho ; fellout a ra dezho klevout tonioù diouzh ar c'hiz. Amañ avat e c'heller diskouez penaos e vez nevesaet un ton kozh ha roet dezhañ ur gwisk modern.

Live : kelc'hiadoù 2 ha 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : klas a-bezh.

Lakaat e pleustr :

Evit kizidikaat ar vugale ouzh ar c'hanaouennoù hengounel, e c'heller kregiñ gant La Tribu de Dana (strollad Manau) ha degas tamm-ha-tamm ar stumm kozh.

El lodenn gentañ e vo dav diwall ouzh ar mod da lakaat ar vugale da dennañ o alan. Sellit mat ouzh ar merkoù a zo bet lakaet war ar skrid sonerezh. Aesoc'h e vo rannañ ar c'hlas dre zaou strollad.

Eil mouezh :
Div eil mouezh a gavoc'h en dielloù stag, unan o vezañ aesoc'h eget eben.

Dielloù

An dud

Kan : Ifig Flatrès (ganet e Pont-’n-Abad e 1967)

Akordeoñs : Samuel Le Féon (ganet e 1986 e Lannuon)

Akordeoñs