Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Ton ha pozioù ar ganaouenn-mañ a zo hengounel. Framm an ton a zo boutin a-walc'h e Bro-Wened. An destenn a ziskouez buhez an dud e Breizh gwezhall ha levezon ar gouelioù relijiel war boazioù an dud.
Evezhiadennoù yezh
E peurunvan eo kinniget ar skrid daoust m'eo bet enrollet ar ganaouenn en he stumm orin : ar gwenedeg.
Sonstudi
Lusk tonioù bro-Wened a zo gant an ton-mañ hag aes e vo kinnig anezhañ da vugale ar c'helc'hiad 2.
An eil mouezh a servijo er c'helc'hiad 3.
Pozioù
'Mañ ar boulom e korn an tan
En e veg ur bipig vihan
Ha taol-ha-taol, eñ a c'houlenn
Petra 'vo hiniv d'ar verenn ?
Petra 'vo d'ar verenn hiniv ?
Un tamm kig-moc'h zo é tarev
Un tamm kig moc'h hag avaloù-douar
Petra zo c'hwekoc'h àr an douar
Emañ ar boulom e korn an tan
E tenniñ àr e bip vihan
Ha taol-ha-taol e kemer poan
Da c'houlenn petra 'vo d'ar goan ?
Ur billigad yod gwinizh-du
Ha kranenn vat ag an daou du
Gwell 'vehe krampouezh vioù ;
Pe saosis ha gwadigennoù
Àr-lerc'h koareiz 'teu Malarde
Yod-kerc'h hiniv, friko goude
Setu Yannig ar C'hemener
Àr e c'hoarig é tont d'ar gêr
E tont d'ar gêr hep levenez
Ur sac'had kerc'h àr e zivskoaz
Ur sac'had kerc'h rak mand eo bet
Fondet er fest e Loperc'hed
Hag an tad kozh a soñj : "hennezh
A c'hounid a-wael e zevezh
Yod-kerc'h a vo c'hoazh pell amzer
Debret e ti ar c'hemener."
Sonskridoù
Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF
Sonskrid 1
Ton ha pozioù :

Sonskrid 2
Ton eilmouezhiet :

Kelenn
Live : kelc'hiad 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : gallout a reer rannañ ar c'hlas e daou strollad : unan o kanañ hag egile o tiskanañ.
Lakaat e pleustr :
An eil mouezh a vo aes a-walc'h da lakaat e pleustr.
Bez' e c'heller neuze bepeilañ ar c'houpledoù a-unvouezh hag ar c'houpledoù eilmouezhiet.
Danvez studi
– Ar ganaouenn-mañ a zegas soñj e oa treut ar geusteurenn gwechall war ar maez. Un amzer zo bet e Breizh ma ne oa ket ken aes kaout boued da bep hini bemdez. Er bed a-vremañ ez eus c'hoazh tud hag o deus naon. Mat e vefe lakaat ar vugale d'ober o soñj war ar poent-mañ.
– Ur studiadenn all a c'heller ober war ar boued e Breizh gwezhall (sellet ouzh « Boued », embannet gant Skol Vreizh).
Dielloù
An dud
Kan : Véronique Bourjot (ganet e 1961 e Champigny-sur-Marne)
Akordeoñs : Samuel Le Féon (ganet e 1986 e Lannuon)
Skrivagner : Jojeb ar Bayon (ganet e 1876 e Pleuwigner, marvet e 1935 e Kolpoù)
MammskridoùRobidig
Embannadur orin ar skrid-mañ e Dihunamb, kelaouenn Loeiz Herrieu.

A bep seurtSkritur vrezhonek ar c'hanaouennoù
Meur a zoare da skrivañ ar brezhoneg a c'heller kaout er skridoù abaoe an IXvet kantved.
Memes tra, evel el lodenn vrasañ eus an danvez produet bremañ evit ar skolioù, ez eo bet skrivet testennoù ar CD-ROM-mañ en un doare-skrivañ tost diouzh hini ar « peurunvan ».
Ar skritur peurunvan-se, hini ar ZH, a zo bet ijinet evit ma c'hallfe brezhonegerion a bep korn a Vreizh kompren ar brezhoneg skrivet… hag en em gompren mat etreze ivez. Al lizherennoù ZH a dalv evit an TH a oa e brezhoneg kozh (a-raok ar bloaz 1100). Hiriv an deiz eo deuet da vezañ peurliesañ an TH-se z e brezhonegoù Kernev, Leon ha Treger hag un doare c'h pe h sunet e brezhoneg Gwened. Da skwer, ar ger Breizh a vez distaget Breiz e Kernev, Leon ha Treger ha Brec'h e bro-Wened.
Pa ouier se, kentoc'h eget lenn komzoù ar c'hanaouennoù (hag a c'hell bezañ diaes da zistagañ a-wezhioù) ez eo ret d'ar vugale selaou gant evezh ar pezh a zo bet enrollet : evel-se e teskint ar c'hanaouennoù distaget evel ma zo dleet.
