Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Gwerz ar vezhinaerien

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

Denez Abernot a gustum barzhoniañ e brezhoneg diwar-benn temoù ar bed a-vremañ. Ar werz-mañ a zo bet kompozet er bloavezhioù 1970 ; tapet he deus brud buan a-walc'h, ar pezh a ziskouez e vez strewet c'hoazh kanaouennoù hep sikour ar mediaoù.

Evezhiadennoù yezh
Al live yezh a zo uhel a-walc'h hag e vo frouezhus deskiñ ar c'heriaoueg en a-raok, peadra da bleustriñ war tem ar bezhin er Vro Bagan.

Sonstudi

Stumm ur c'hantik en deus bet c'hoant Denez Abernot da reiñ d'an ton-mañ. Tennañ a ra avat un tamm ivez da donioù bro-Iwerzhon.

Ar framm a zo : koupled ha diskan, ar pezh n'eo ket hengounel e Breizh.

Al lusk a zo a-barzh, hag ar stumm dre vras, o deus sur a-walc'h degaset brud d'ar ganaouenn.

Pozioù

Na pa 'm boa klevet ar c'heleier
E ranke mont kuit va mestrez
Da vezhina d'an enezeier
Trielen ha Molenez

Na pa 'm boa-me na klevet ar c'heloù
E ranke mont kuit mintin mat
Kerkent ha ma save ar gouloù
E save dour en va daoulagad

Kar ar vuhez en enezennoù
Zo ur vuhez trist ha kalet
Bemdez bemnoz e-kreiz ar poanioù
Ar vezhinaerien zo tud daonet

En o bagoù abred diouzh ar mintin
E lakeont ar c'herreg en noazh
Faoutet o daouarn gant ar c'hilhotin
Ha torret o c'hein gant ar c'hravazh

Ar beleg kozh er gador a lavar
Ez eus un doue war ar mor
Hag un doue all c'hoazh war an douar
Evit ar re a chom er goudor

An hini en deus graet ar ganaouenn
En deus bet klevet alies
Kerent, mignoned hag amezeien
O kontañ buhez an enezenn

E dad-kozh en deus bet graet ar vicher
Da droc'hañ an tali moan
A-hed e vuhez war ar rec'hier
Etre ar C'horejoù ha Kerlouan

Sonskridoù

Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF

Sonskrid 1

Ton ha pozioù :

Sonskrid 2

Ton eilmouezhiet :

Kelenn

Live : kelc'hiad 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : kaner + strollad diskanerien.

Lakaat e pleustr :
Degouezhout a ra ar ganaouenn-mañ d'ar c'helchiad 3 nemetken.
An aesañ tout a vo dibab ur c'haner, ar c'hlas a-bezh o tiskanañ, evel m'emañ war ar bladenn. Dre ma'z eo diaes a-walc'h ar pozioù eo gwelloc'h cheñch kaner pep poz-kan.

Eil mouezh
Div eil mouezh a vo kavet en dielloù , an hini gentañ o vezañ aesoc'h eget eben.
Bez' e c'heller lakaat e pleustr diwar ar skwerioù roet amañ dindan.

1. A-unvouezh penn-da-benn, kaner + diskanerien.
2. Ar c'houpledoù kanet gant ur c'haner nemetken, ar strollad diskanerien rannet e daou strollad, unan o kanañ ar vouezh 1 hag egile o kanañ an eil mouezh (skrid 1). An eil mouezh-mañ a c'hellit soniñ gant bizhier-son ivez.
3. Klas a-bezh : eil mouezh eus ar penn-kentañ betek ar fin (skrid 2).
4. Tu zo ivez da bebeilañ ar stummoù d'ober evit reiñ lusk d'ar c'han.

Dielloù

An dud

Kan : Yann-Ber Premel ha Paotred Ploneour (strollad diazezet e 2000)

Skrivagner : Denez Abernot (ganet e 1955 e Plouguernev)

A bep seurtGwerz

Ar ger gwerz (gwerzenn a-wechoù) a verk un danevell e brezhoneg, rimet ha kanet, hir a-walc'h alies, savet diwar-benn un darvoud istorel pe relijiel. E-keñver ar stil e tenn da zoare ar c'hlemmgan pe da hini ar barzhoneg marzhus. Un toullad anezho zo er Barzhaz Breizh, gant Kervarker. Renket int bet gant an dastumer a laka kemm etre kanoù mojennel, harozel, istorel ha balladennoù. Er memes mod, Fañch Mari an Uhel (Plouared 1821 – Kemper 1895) en doa graet Gwerzioù Breizh-Izel eus unan eus e zastumadoù (1868).

Gwerz ar vezhinaerien, savet gant Denez Abernot, zo ur skwer vodern eus an doare kanoù-se, a blij kalz d'ar Vretoned c'hoazh.

A bep seurtBezhinaerien

Bezhin eo ar plantennoù a gaver er mor, dreist-holl da dostañ d'an aodoù. Meur a seurt anezho zo ha poulzañ a reont ouzh ar c'herreg.

A-bell zo e vezont implijet gant an Arvoriz. Gant gwall vor e teu bezhin da zistagañ hag a-walc'h e vez o c'herc'hat. Troc'hañ anezho a c'heller c'hoazh. Ar re o doa kirri a garge karradoù bezhin. An Arvoriz paour a garge war gravazhoù, un den e pep penn. Ar bezhin-se a veze lakaet e douar ar parkeier. Ganto e veze gellet pinvidikaat an douar ha kaout trevadoù dudiusoc'h. C'hoazh e vezent lezet da sec'hañ, en tevenn, ha gwerzhet a-vernioù da dud ar parrezioù pelloc'h eus ar mor. Alies e vezent eskemmet evit keuneud, ne oa ket a re anezho en Arvor.

Diwar-dro penn kentañ an XIXvet kantved ez eus bet tud 'oa deuet da vezañ o micher kerc'hat bezhin. Setu petra oa bezhinaerien. Rak d'ar mare-se oa bet kavet gant ar skiantourien an dalvoudegezh o doa ar bezhin, a-fet kimiezh, hag ivez an doare da dennañ diouzh ar bezhin an danvez prizius neuze (da skouer an « iod »).

Ar bezhin pinvidikañ a zanvez eo ar re zo da bellañ eus ar gourlanv, lodenn uhelañ an aod. Kalz aesoc'h eo kaout diouto dre mont d'o zroc'hañ d'an izelvor.

Gant bagoù e veze graet, bagoù ledan evit kargañ muioc'h. Ha troc'het e veze ar bezhin war-bouez ostilhoù anvet, e Bro-Leon, gilhotinoù. Ur falz dezhi un troad hir-mat eo ur c'hilhotin. Troc'het ur vezhinenn e veze ret he c'hargañ er vag, ha pa veze karg ar vag e veze degaset ar vagad da ziskargañ en tevenn. Eno e veze lezet da sec'hañ, ha goude-se 'vezent devet. Al ludu a chome eo a veze gwerzhet.

En hañv e veze graet. Hag eus lodennoù zo eus Breizh-Izel ez ae bezhinaerien da ober hañvezhioù bezhina e-barzh enezeier 'zo. Dreist-holl eo tud eus Plougerne, Landeda ha Sant-Pabu, e Bro-Leon, hag az ae di. Mont a raent d'an inizi « en traoñ » (tro-dro da Volenez) pe en inizi « war-laez » (Baz, Kalod, ar Jentilez).

Ur vicher galet-kenañ oa, ha dañjerus a-walc'h. Met muioc'h a c'hounidegezh oa oc'h ober anezhi eget o chom en un tiegezh bihan da vizeriñ.

Denez Abernot, eus Plougerne, oa bezhinaerien e dud, hag un tad-kozh dezhañ zo bet oc'h ober hañvezhioù bezhina.

BarzhonegoùPaotred ar bezhin-tonn

Ar mor a lamm dreist ar reier
Ar c'hoabr zo leun a luc'hed
Kezeg ! er-maez eus ho kreier !
Kemeromp hor c'hrog, paotred !

An noz a zo yen ha teñval,
Kazarc'h zo gant ar barroù,
Met an avel a c'hall yudal,
Pa vez bezhin a-vernioù.

Deomp er mor betek ar c'herc'henn,
Ha krogomp holl, a-zoare,
Ma 'z ay dek gwezh war an tevenn
Ar c'harr, a-raok ar beure.

An traezh gant ar c'horventennoù
A stag ouzh hon divesker ;
Ne garomp ket dougen loeroù
Kroc'hen hon eus evel lêr !

An traezh gant ar c'horventennoù
A stag ouzh hon divesker ;
Ne garomp ket dougen loeroù
Kroc'hen hon eus evel lêr !

Met perak ober arvezioù ?
Daoust ha n'omp ket tud kalet ?
N'omp ket kizidik ouzh ar riv ;
An douar a vezo teilet.

Ar mor a lamm dreist ar reier
Ar c'hoabr zo leun a luc'hed
Kezeg ! er-maez eus ho kreier !
Kemeromp hor c'hrog, paotred !

Per Pronost (Trelez 1861 – Brest 1909)
(Annaig, Lili ha Roz Gouez, 1902)

Akordeoñs