Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Son ar gevier

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

Ar sac'had gevier-mañ a zo moarvat souezhusoc'h eget ar re all ken int bet lakaet da ditl ar ganaouenn. An istor kontet er ganaouenn-mañ a zo farsus ha dudius, hag ouzhpenn-se e c'heller dañsal ar ront Pagan en ur ganañ anezhi.

Evezhiadennoù yezh
An destenn n'eo ket diaes e-keñver geriaoueg met distag eo ar c'houpledoù an eil re diouzh ar re all e-keñver ster. Neuze eo start derc'hel soñj eus dibun ar ganaouenn.

Sonstudi

An ton-mañ a zo un ton « dañs ront ».

Start e vo avat lakaat diouzhtu ar vugale da ganañ ha da zañsal war ar memes tro.

Gwelloc'h e vo deskiñ ar ganaouenn en a-raok.

Pozioù

Biskoazh n'em boa kement c'hoarzhet
Turmadira pa tra la la
Evel digwener tremenet
Turmiturma, turmadira
Turmadira pa tralalaire
Turmadira pa tralala

Gwelet ar c'helien o tornañ
Hag ar c'hwibu o tibellañ

Ar c'hazh oc'h ober tro al leur
Peder logodenn ouzh e heul

Me 'm eus gwelet ur pezhad gad
O pourmen gant he botoù-koad

Ur perukener war he zro
O lemel dezhi he barv

E-touez an traezh hag ar bili
O teskiñ neuial d'an houidi

Me 'm eus gwelet ur c'hefeleg
O plantañ pour en ur garreg

Me 'm eus gwelet ur pezhad ki
Oc'h evañ dour en ostaleri

Gwelet ar bleiz o prenañ per
Hag al louarn o werzhañ yer

Me 'm eus gwelet un annoar vloaz
A zouge Kemper war he skoaz

Ha Landivizio war he lost
Ha c'hoazh ez ae ganto d'ar post

Gant ur morzhol o lazhañ laou
Ha tout an dra-se n'eo ket gaou

Sonskrid

Ton ha pozioù (pellgargañ anezhañ e stumm PDF) :

Kelenn

Live : kelc'hiadoù 2 ha 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : kaner + strollad diskan ; pe daou strollad.

Lakaat e pleustr :

Evit sikour an deskiñ e vo frouezhus kinnig skeudennoù o tiskouez pep a boz-kan eus ar ganaouenn. Ar skeudennoù a c'hell bezañ fardet gant ar skolidi o-unan. Ar mestr-skol a ziskouez neuze ar skeudennoù an eil re war-lerc'h ar re all.

3 stumm a c'heller lakaat e pleustr :
1. Klas a-bezh penn-da-benn.
2. Daou strollad, unan o kanañ ar pozioù-kan, egile o tiskanañ.
3. Ur c'haner hag ur strollad diskanerien ; cheñch ar c'haner pep daou pe dri foz-kan a sikouro evit an deskiñ.

Diwallit : bec'h a vez alies gant an « turmadira » a zo da vezañ kanet asambles a-greiz-tout.

Evit kaeraat ar c'han e vo brav seniñ an ton ouzh ar fleüt pigos pe ouzh ar c'harilhon. Mirout ur pennadig evito, e-kreiz ar ganaouenn, da skwer.

Dielloù

An dud

Kan : Yann-Ber Premel ha Paotred Ploneour (strollad diazezet e 2000)

A bep seurtSonioù-gevier

« Ne lavaran ket gaou / nemet ur ger pe zaou »…

Goude mare ar c'hanaouennoù da luskellat ar babigoù hag hini ar c'hanaouennoù kentañ evit ar vugale e teu mare ar sonioù-gevier. Ur bern dioute a vez kanet ken e Breizh-Izel ken e Breizh-Uhel. Sonioù farsus int peogwir e tegas pep poz kan ur gaou nevez, brasoc'h eget an hini a oa a-raok. Gant an aridennadoù gevier-se e vez desket en ur c'hoarzhin leun a c'herioù nevez dre an eñvor.

DañsoùDañs-ront

Dañs-ront 8 pred eus ar Vro Bagan

Dibar eo dañs-ront ar Vro Bagan, e-touez an dañsoù-ront kozh 3 c'hammed a bleustrer en arvor, abalamour d'ar savadennoù divrec'h ha d'al lammoù a vez graet gant an dañserien.

Stumm ha doare d'en em zerc'hel

E kelc'h emañ an dañserien, a-dal d'ar c'hreiz anezhañ. En em zerc'hel a reont dre ar biz-bihan peurvuiañ, paotred ha merc'hed a-bep-eil. Ingal e vez implijet ar biz-gwalenn gant ar merc'hed.

Hep fin ebet, e pebeil ur pennad kerzhet berr war an tu kleiz hag ur pennad kerzhet berr war an tu dehou, par o hed.

Da gomañs e talc'h an dañserien o daouarn en nec'h. Neuze e kont ar rener a vouezh uhel « Unan, daou, tri, rount (pe pevar, a-gleiz…) » Gouzizañ a ra prim an dañserien o divrec'h betek mont pelloc'h eget al lodenn a-dreñv eus o c'horf. En em glevet a reont hag unvaniñ o c'hammedoù a-raok d'ar c'han kregiñ zoken. Ar rener a stag ganti n'eus forzh pegoulz.

Kammedoù

Div lodenn a c'haller gwelet :

E-pad al lodenn gentañ e kerzher a-hed ar c'helc'h en ur vont-dont. Mont a ra an divrec'h da-heul ar fiñv.

E-pad an eil lodenn e tro pep dañser war-du an dañserez dehou pe kleiz a-bep-eil, e fin pep pennad kerzhet. Muioc'h a lusk a vez gant an dañs neuze, ken e lammiker a-wechoù zoken.

An dud

E-pad al lodenn gentañ e vez monedone gant an dañserien war an tu kleiz ha war an tu dehou : 3 c'hammed war an tu kleiz, ar 4e pred o vezañ ur c'hammed lammet gant un taol troad skañv. Memes mod e reont 3 c'hammed war an tu dehou, hag ar memes kammed lammet en 8vet pred.

Formulenn ar skorioù :

C'hoarvezout a ra an eil lodenn eus ar monedone-se ivez, met primoc'h e vez ar c'hammedoù ha disheñvel e vez an dilec'hiadenn war al leur abalamour d'an treiñ.

Akordeoñs