Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Ur ganaouenn fentus eo houmañ, savet war batrom unan anavezet gant an holl : « Gwin ar C'hallaoued » er Barzhaz Breizh (Kervarker). Degas a ra ur skwer evit sevel kanaouennoù er skol.
Evezhiadennoù yezh
Danvez an destenn orin (« Gwin ar C'hallaoued », Barzhaz Breizh) ne zere ket da skolidi ken yaouank ; abalamour da se e kinnig Jean Le Clerc pozioù nevez disheñvel diouzh re ar ganaouenn orin. Ar stumm-se a ziskouez ur mod da c'hoari gant ar gerioù hag a sikouro da zistagellañ an teod.
Sonstudi
Savet eo bet ar ganaouenn-mañ war ton « Gwin ar C'hallaoued » a gaver er Barzhaz Breizh.
An ton a zo aes da zeskiñ ha da lakaat e pleustr er c'hentañ derez.
Pozioù
Dour-bil a ruilh
Puilh ha puilh
Dour-bil a ruilh puilh
Diskan :
Dour, dour
Glav ha glizh
Dour glav
Dour atav
Glav glizh
Dour hag erc'h
Dour dous ha dour glav
Dour erc'h war ar c'hrec'h
Hag a dec'h
Dour erc'h war ar c'hrec'h
Dour dous evit ar mous
Marmouz
Dour dous d'ar marmouz
Douryar a gar he far
Hag a gar
Douryar 'gar he far
Dourgi barzh ar stêr
Seder
Dourgi barzh ar ster
Sonskridoù
Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF
Sonskrid 1
Ton ha pozioù :

Sonskrid 2
Kanaouenn eilmouezhiet :

Kelenn
Live : kelc'hiad 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : klas a-bezh.
Lakaat e pleustr :
– Fin ar c'helc'hiad 1 ha kelc'hiad 2 : a-unvouezh e vo kanet ar ganaouenn er c'helc'hiadoù-mañ.
– Kelc'hiad 3 : er c'helc'h-mañ e c'heller kinnig an eil mouezh. Skrivet eo bet houmañ evit ar fleüt, met kanañ anezhi a c'heller ober aes-tre.
Evit reiñ un tamm korf dezhi e c'heller ivez eilañ ar c'han gant ur vazh greun (« bâton de pluie »).
Ur ganaouenn ken aes ha houmañ a zegas un digarez da vodañ an holl skolidi er skol.
Da skwer :
– Pozioù-kan 1 ha 2 : kelc'hiad 1 ha 2 : a-unvouezh.
– Poz-kan 3 : kelc'hiad 1 ha 2 mui ar c'helc'hiad 3 gant an eil mouezh.
– Poz-kan 4 ha 5 : ouzhpennañ tamm-ha-tamm gant fleütoù hag ur vazh greun.
Astenn an deskiñ gant « Gwin ar C'hallaoued », er Barzhaz Breizh.
Dielloù
An dud
Kan : Sylvie-Azéline Rivoalen (ganet e 1971), Ifig Flatrès (ganet e Pont-’n-Abad e 1967)
Skrivagner : Jean Le Clerc de la Herverie (ganet e Suresnes e 1952)
Dastumer : Théodore Hersart Kervarker (ganet e Kemperle e 1815, marvet e Kemperle e 1895)
MammskridoùGwin ar C'hallaoued
– 1 –
Gwell eo gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo gwin gwenn barr !
– Tan ! tan ! dir ! o ! dir ! tan ! tan ! dir ha tan !
Tann ! tann ! tir ! ha tonn ! tonn ! tann ! tir ha tir ha tann !
– 2 –
Gwell eo gwin nevez
O ! na mez ;
Gwell eo gwin nevez.
– 3 –
Gwell eo gwin a lufr
O ! na kufr ;
Gwell eo gwin a lufr.
– 4 –
Gwell eo gwin ar Gall
Nag aval ;
Gwell eo gwin ar Gall.
– 5 –
Gall, dit, kef ha deil
Dit pezh-teil !
Gall, dit, kef ha deil.
– 6 –
Gwin gwenn, dit, Breton
A galon !
Gwin gwenn, dit, Breton.
– 7 –
Gwin ha gwad a red
En-gevret ;
Gwin ha gwad a red.
– 8 –
Gwin gwenn ha gwad ruz
Ha gwad druz ;
Gwin gwenn ha gwad ruz.
– 9 –
Gwad ruz ha gwin gwenn
Un aoen !
Gwad ruz ha gwin gwenn.
– 10 –
Gwad ar C'hallaoued
Eo a red ;
Gwad ar C'hallaoued.
– 11 –
Gwad ha gwin 'evis
Er gwall vriz ;
Gwad ha gwin 'evis.
– 12 –
Gwin ha gwad a vev
Neb a ev ;
Gwin ha gwad a vev.
Hervez Barzhaz Breizh gant Kervarker
