Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Brudet da gentañ e enez Groez e lec'h ma oa bet ganet Yann Ber Kalloc'h, he deus graet berzh ar ganaouenn-mañ e Bro-Wened, hag e Breizh a-bezh goude.
War ur patrom poblek en deus Jef ar Penven savet an ton, ar pezh en deus sikouret kalz, sur a-walc'h, da vrudañ anezhi er vro.
Evezhiadennoù yezh
E peurunvan eo kinniget ar skrid daoust m'eo bet enrollet ar ganaouenn en he stumm orin : ar gwenedeg. Ar skrid orin a gavoc'h en diell stag.
Sonstudi
An ton-mañ a zo bet kompozet gant Jef ar Penven war ur patrom poblek e bro-Gwened. Lusk an tonioù pobl a zo gantañ ; dre se moarvat en deus tapet brud er vro a-bezh e-giz ma vije bet un ton kozh.
Pozioù
– 1 –
Me zo ganet e-kreiz ar mor,
Teir lev er-maez.
Un tiig gwenn du-hont am eus,
Ar balan'gresk e-tal an nor,
Hag al lann a c'hol' an avaez.
Me zo ganet e-kreiz ar mor,
E bro Arvor.
– 2 –
Ma zad a oa 'vel e dadoù,
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
– Ar paour ne gan den e glodoù –
Bemdez-bemnoz war ar mor blot.
Ma zad a oa 'vel e dadoù,
Stlejour rouedoù.
– 3 –
Ma mamm ivez a laboura
– Ha gwenn he blev ;
Ganti ar c'hwez war hon taloù,
Desket em eus, bihanik tra,
Mediñ ha tennañ avaloù.
Ma mamm ivez a labour(a)
D'(c'h)ounit bara.
– 4 –
O devezhioù ma bugaleerezh,
Paz aen, dilui,
Gant mamm da redek en irvi,
Pe gant ma zad d'ar peskerezh,
'Men eh oc'h-c'hwi, 'men eh oc'h-c'hwi ?
O deizioù ma bugaleerezh,
Na dous e oac'h.
Sonskridoù
Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF
Sonskrid 1
Ton ha pozioù :

Sonskrid 2
Ton eilmouezhiet :

Sonskrid 3
Kan hag eilerezh evit ar piano :

Sonskrid 4
Evit kompren an diforc'h etre mod Re ha mod mineur :

Kelenn
Live : kelc'hiadoù 2 ha 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : kaner + strollad diskan ; pe daou strollad.
Lakaat e pleustr :
An ton a zo da vezañ kanet goustad ; abalamour da se zo da ziwall ouzh ar mod da lakaat ar vugale da dennañ o alan. Gwelloc'h eo didroc'hañ an aliesañ ma c'heller evit reiñ lusk d'ar ganaouenn, kuit da chom da ruzañ war fin ar frazennoù.
Eil mouezh :
– Daou skrid a zo kinniget deoc'h, an hini kentañ o vezañ aesoc'h eget an eil.
– Meskit an daou stumm ma fell deoc'h. Roit ar stumm 2 d'ur strollad bugale barrekoc'h evit ar re all.
Liesaat ar stummoù da ganañ :
1. Strollad a-bezh a-unvouezh.
2. Kaner en e-unan + strollad (mouezh 1 ha 2).
3. Pebeilañ ar pozioù-kan a-unvouezh hag ar re eilmouezhiet.
Dielloù
An dud
Kan : Guénaëlle Helou (ganet en Oriant e 1968)
Telenn : Gwennola Roparzh (ganet e Brest e 1955)
Skrivagner : Yann-ber Kalloc'h (ganet e Enez-Groe e 1888, marvet e Urvilliers [Somme] e 1917)
Kompozitour : Jef ar Penven (ganet e Pondivi e 1919, marvet e Douarnenez e 1967)
A bep seurtSkritur vrezhonek ar c'hanaouennoù
Meur a zoare da skrivañ ar brezhoneg a c'heller kaout er skridoù abaoe an IXvet kantved.
Memes tra, evel el lodenn vrasañ eus an danvez produet bremañ evit ar skolioù, ez eo bet skrivet testennoù ar CD-ROM-mañ en un doare-skrivañ tost diouzh hini ar « peurunvan ».
Ar skritur peurunvan-se, hini ar ZH, a zo bet ijinet evit ma c'hallfe brezhonegerion a bep korn a Vreizh kompren ar brezhoneg skrivet… hag en em gompren mat etreze ivez. Al lizherennoù ZH a dalv evit an TH a oa e brezhoneg kozh (a-raok ar bloaz 1100). Hiriv an deiz eo deuet da vezañ peurliesañ an TH-se z e brezhonegoù Kernev, Leon ha Treger hag un doare c'h pe h sunet e brezhoneg Gwened. Da skwer, ar ger Breizh a vez distaget Breiz e Kernev, Leon ha Treger ha Brec'h e bro-Wened.
Pa ouier se, kentoc'h eget lenn komzoù ar c'hanaouennoù (hag a c'hell bezañ diaes da zistagañ a-wezhioù) ez eo ret d'ar vugale selaou gant evezh ar pezh a zo bet enrollet : evel-se e teskint ar c'hanaouennoù distaget evel ma zo dleet.
MammskridoùMe zo gañnet é kreiz er mor
Skrid orin ar barzhoneg (embannadur 1922)





