Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Ar serjant major

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

An destenn a zo unan eus ar re vrudetañ er festoù-noz, e bro ar c'han ha diskan. Klevet e vez meur a zoare da ganañ planedenn ar serjant-major-mañ. Ar stumm bet dibabet gant ar ganerien zo tost a-walc'h ouzh hini ar follenn-nij bet skrivet gant François Ruppe, goude e amzer soudard, e fin an naontekvet kantved.

Gant kanerien all e vez klevet an eil lodenn eus ar ganaouenn.

Ur stumm all a vez klevet c'hoazh : an hini embannet gant Ar Falz, goude bezañ brezhonekaet ar pozioù.

Trede tamm an droiad dañs (gavotenn) eo an ton-mañ, kanet war un ton doubl.

Evezhiadennoù yezh
An destenn orin eo a glevit war ar bladenn ; e brezhoneg pobl eo bet skrivet.
Doareoù all a vez klevet a-wechoù, brezhonekaet moarvat gant unan bennak a gave dezhañ e oa re a c'herioù galleg e-barzh.
An destenn en he fezh a gaver en diell stag.

Sonstudi

Trede tamm an droiad dañs (gavotenn) eo an ton-mañ, kanet war un ton doubl.

An ton doubl a zo div frazenn ennañ, an hini gentañ 8 talm enni hag an eil 16 talm enni.

Klevet eo bet kalz ar « serjant-major » war an ton a gavoc'h en diell stag.

War ar bladenn e klevit un ton all ; peadra da ziskouez n'eo ket stag an destenn diouzh an ton er c'han ha diskan. Da lavaret eo ez eus un hollad barzhonegoù (sonioù pe gwerzioù) hag un hollad tonioù.

Gwezhall, p'en em gave asambles daou ganer kan ha diskan e tibabent da gentañ un ton anavezet ganto o-daou ha goude-se en em lakaent a-du war ur barzhoneg. Ar stumm-se d'ober a zegase un ganaouenn nevez bewezh koulz lavaret.

Pozioù

Tud yaouank eus ma farrez, didostit me ho ped
Da selaou kan ar vuhez a zo ganin erruet.

Me zo ur serjant-major 'tistreiñ eus an arme
Rejouiset eo ma c'halon 'c'h antreal ba'r vro-mañ.

Ha pa oan-me partiet da gomañs ma c'hoñje
Me 'moa laosket war ma lerc'h « objet » ma c'harantez.

Me 'moa laosket war ma lerc'h fleurenn ma yaouankiz
Evit mont d'ober ur c'hampagn etrezek 'gêr a Bariz.

E-pad pevar bloaz hanter oan bet er rejumant
En deus graet ma holl chagrin ha ma brasañ tourmant.

Na bep noz ha bep mintin, ha pad an deiz alies
Ma spered a nije di betek ti ma mestrez.

Ma spered a nije di betek ma bro venniget
O soñjal a bep momed 'barzh ma amzer paseet.

C'hoarvezout a rae ganin e-giz gant an durzhunell
Pa vez kollet ganti he far, hi 'n em daol da vervel.

Ha ganeomp-ni tud yaouank c'hoarvez ar memes tra
Glac'haret-bras e oan bet o tonet da bartial.

Rannet e oa ma c'halon o tonet da guitaat
Ha pa welas ac'hanon hi he doa kalonad.

Eizh deiz a-raok partial asambles 'vijemp bemdez
Nag ur sulvezh d'abardaez, hi a lâras din-me.

An daeloù 'n he daoulagad, he mouezh hanter-raouliet
Petra 'rin-me den yaouank pa vi-te partiet.

Ha me 'c'h a d'ober bremañ, ya d'ober pinijenn
Ha da lakaat liv du ma dilhadoù gwenn.

O ya evit ober kañv da ma muiañ-karet
Partiet 'vit 'r republik an de'ioù tremenet.

Sonskridoù

Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF

Sonskrid 1

Ton ha pozioù an enrolladenn :

Sonskrid 2

Un ton all, eilmouezhiet :

Sonskrid 3

Ton ar sonskrid 2 kempennet evit ar gitar :

Kelenn

Live : kelc'hiad 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : daou strollad ; kaner + strollad diskanerien ; kanerien daou-ha-daou.

Lakaat e pleustr :
Ar mestr-skol a vo ar c'hentañ kaner evit reiñ lusk ar ganaouenn. Ar vugale a ziskano.
An destenn zo hir ; s.o. niv 2, 7. Hentenn evit deskiñ ur ganaouenn hir-mat.
– Mont pazenn-ha-pazenn.
– A-benn lakaat ar vugale da ganañ ur gavotenn e kan ha diskan e ranker pleustriñ kalz war an destenn.
– Evit aesaat an deskiñ e vo efedus lavaret da gentañ an destenn hervez ritm an ton, hep kanañ (diell stag).
– Dav e vo deskiñ ar ganaouenn en he fezh dindan eñvor evel just a-benn kanañ en ur zañsal.

Dielloù sonerezh :
– Kempenn evit al laz-kanañ gant P.-Y. Moign.
– Kempenn evit ar gitar gant Guy Tudy.

Penaos implij an dielloù ?
Ar stumm eilmouezhiet n'eo ket hengounel, evel just. Met tu zo da dennañ mad dioutañ memes tra.
Da skwer :
– Kanañ daou pe dri foz-kan er stumm kan ha diskan (kaner + strollad diskanerien).
– Kanañ daou pe dri foz-kan all er stumm eilmouezhiet gant ar c'hlas a-bezh.
– Echuiñ gant ar stumm hengounel.

Dielloù

An dud

Kan : Christian Rivoalen (ganet e Montroulez e 1969), Sylvie-Azéline Rivoalen (ganet e 1971)

Skrivagner : François Ruppe (ganet e Speied e 1851, marvet e Speied e 1921)

MammskridoùSon ar serjant-major
(eil tamm ar follennoù-nij)

'Barzh ar bloavezh mil eizh kant tri-ugent ha daouzek,
Devezh gouel an Nedeleg pa oan-me partiet ;

Devezh gouel an Nedeleg da zek eur *deus an noz,
Pa oa ma c'hamaraded 'honet tout da repoz,

Oan o 'hont ti ma mestrez da lar't de'i kenavo.
Hi pa welas ac'hanon a gomañsas gouelañ.

Arsa 'ta, den yaouank, 'maoc'h 'hont maez deus ar vro,
Beuzet ez eo ma c'halon en ur mor a zaeloù.

Kenavo, lavaran deoc'h, kenavo ma mestrez,
'Benn ur pevar pe bemp bloaz ni 'n em gavo asambles.

Hi a vouchas din neuze, 'n he daoulagad an daelo(ù) ;
Hag a gouezhas d'an douar evel un den maro.

Devezh kentañ deus ar bloaz erruet e Keruhel,
Setu me skrivas ul lizher da ma mestrezig fidel.

Hi a respontas din-me pevar devezh goude,
Lâr penaos e oa-hi klañv-bras, klañv-bras war he gwele.

Ma teuit ket da'm c'hoñsoliñ, ma servijer fidel,
Gant ar chagrin, ar glac'har, me zo prest da vervel.

Peseurt maleur 'vit un den o tont da guitaat e vro
'Welet e vuiañ-karet ba' toull dor ar maro.

– deus = diouzh, eus
– 'hont = o vont ; 'honet = o vonet
– 'ba = e-barzh

MammskridoùAr serjant-major
(testenn brezhonekaet)

Me zo ur serjant-major tistreiñ eus an arme
Laouenet eo ma c'halon, em bro on adarre

E-pad pevar bloaz hanter on chomet divroet
Hag em eus skuilhet daeroù, kalz am eus gouzañvet

P'edo va zro da ziwall, war ar menez uhel,
Va spered a zistroe etrezek Breizh-Izel

Lezet am boa war va lerc'h bleunienn va c'harantez,
Evit mont da vrezeliñ kant lev diouzh va farrez.

Eizh deizh 'raok en em guitaat oamp atav a-gevret,
Hag ur sulvezh goude koan hi he deus lavaret,

Daeroù en he daoulagad, he mouezh hanter frailhet :
« Petra rin me, den yaouank, pa vimp dispartiet ? »

« Diwar bremañ 'z on o vont da ober pinijenn.
Da lakât livajoù du war va dilhadoù gwenn »

DañsoùGavotenn ar Menez

Digoradur
Gavotenn ar Menez, pe dañs-tro, a verk ur seurt gavotenn a zañser en ul lodenn eus Kerne-Uhel (Poc'hêr, Menez Are).
Un heuliad tri zamm a ya d'ober anezhi : gavotenn, bal, gavotenn.

Eilañ an dañs
Peurvuiañ e vez eilet an dañs gant kan-ha-diskan. Hervez an henvoaz emañ ar ganerien e-barzh chadennad an dañserien, ar pezh a grou ul liamm start etrezo.
Eilañ gant binvioù sonerezh a vez graet ivez : gant ar c'houblad binioù-bombard da gentañ-penn, ha neuze gant an akordeon kromatek, a-wechoù gant an dreujenn-gaol, adalek an hanterenn gentañ eus an XXvet kantved.

Stumm ha doare d'en em zerc'hel
E stumm un dro pe ur chadenn e vez dañset ar gavotenn, paotred ha merc'hed a-bep-eil, pep dañserez a-zehou d'he dañser.
Dañsal dorn-ouzh-dorn a reer peurliesañ hiziv an deiz. Pep hini a c'holo gant e arvrec'h dehou arvrec'h kleiz e amezeg dehou. Treiñ a ra an dro ingal a-du gant an heol.

Mont en-dro
Komañs a ra ar sonerien pe ar ganerien gant ur galv d'an dañs da lezel amzer d'an dañserien da stummañ an dro.
Pa vez dañserien a-walc'h, pe pa vez prest ar sonerien pe ar ganerien, e stager gant an dañs.

Kammedoù
Dañsal a reer ar gavotenn gant un heuliad kammedoù war 8 talm.
Cheñch a reer skor en 3vet pe er 4vet talm. Lezet e vez an 8vet talm e-skourr evit gallout adkregiñ ganti en talm 1añ da-heul.

Formulenn gant ur cheñchamant skor en 3vet talm

Fiñvoù an divrec'h
E-pad an dañs e talc'h an dañserien o daouarn en uhelder o bruched. Merkañ a reont pep pred gant ur fiñv eus o divarvrec'h war-du an traoñ.

A bep seurtFest-noz

Betek ar Brezel 1914-18 e veze graet festoù-noz war ar maez goude al labourioù bras (al leur nevez, an eost, an tennadeg patatez, h.a.). E-barzh ar bodadegoù-se e veze dañset dañsoù ar c'hornad ha c'hoariet ivez (sach war ar gordenn, c'hoari bazh-yod, h.a.).

Etre an daou Vrezel-bed e oa prest ar festoù-noz da vont da goll. Ar « bal-musette » a oa trec'h. Met, da vare ar Brezel 1939-45, dre ma ne oa ket tu da vont er-maez diouzh an noz, o doa ranket an dud kavout un doare all d'en em zivertisañ. An dud en em lakaas en dro d'ober beilhadegoù ha da ganañ da zañsal.

Er mod-se e oa chomet bev an doareoù-se betek fin ar brezel, hag, er bloavezhioù 50 e oa adlañset ar festoù-noz en ur stumm modernoc'h gant un nebeud tud evel Loeiz Ropars e Poullaouen.

Betek ar Brezel-bed kentañ, goude an devezhioù-labour bras (leur-nevez, tennadeg patatez), e plije d'an dud, tapet koan ganto, en em zidual asambles. « Fest-noz » veze, 'vel ma lârer er Poc'hêr. Er c'hornioù-bro all e veze lâret « nozvezh, filaj, beilhadeg ». E-kerzh ar festoù-noz-se e veze dañset (dañs kaset en-dro gant ar c'han ha diskan) hag a-wezhioù e veze ivez c'hoarioù (sachañ ar vazh-yod an aliesañ).

Gant ar freuzet hag eilpennet ma oa bet ar bed war-lerc'h ar Brezel bras e krogas ar fest-noz da vont tamm-ha-tamm war e ziskar. Ha graet e oa gantañ e penn-kentañ ar bloavezhioù 1930. Ar yaouankizoù a blije gwelloc'h dezho ar « bal musette ».

Eilpennet e voe an traoù a-nevez gant an eil Brezel-bed : echu gant an dañsoù-noz er bourk ! Difennet e oa. Ha setu e voe adkavet an tu da gemer diduamant war ar maez : ar festoù-noz war-lerc'h an devezhioù labour.

An traoù a badas evel-se betek fin ar brezel, ma voe eilpennet krenn doareoù-bevañ an dud, ha da vat ar wezh-mañ. Nemet e teuas un nebeud tud, evel Loeiz Ropars e Poullaouen, da soñjal e oa ret saveteiñ an doare diduamant-se ken dibar. Ha setu adlañset ar festoù-noz en ur stumm adnevezet.

Diouzh o zu, ar c'helc'hioù keltiek o deus lakaet an dud da beurzeskiñ dañsoù Breizh, hag, en amzer-vremañ eo deuet ar festoù-noz da vezañ boutin er vro a-bezh ha da zesachañ tud yaouank plijet gant ar strolladoù sonerezh mod nevez.

A bep seurtKan ha diskan

Un teknik dibar eus Kreiz-Breizh eo ar c'han-ha-diskan. E brezhoneg e vez kanet. Daou ganer ‘vez da nebeutañ : ur c'haner hag un diskaner. Ar c'haner a gas ar poz kentañ ; an diskaner(ien) a gan fin ar poz-se war un dro gantañ hag an hevelep poz en-dro e/o-unan. Ar c'haner a gan silabennoù diwezhañ ar poz kentañ war un dro gant an diskaner(ien) a-raok kregiñ gant an eil poz e-unan. Evel-se e vez lavaret ar ganaouenn gant an daou ganer, pep hini d'e dro, en ur eilañ dibenn pep frazenn. Dre ma'z a an eil kaner da glask war egile, n'eus troc'h ebet gant an ton.

Gavotennoù, dañsoù fisel, dañsoù plin eo an tonioù a vez kanet ar muiañ gant ar ganerien kan-ha-diskan. Mouezhioù brudet a zo, hag en o zouez ar c'hoarezed Goadeg hag ar vreudeur Morvan. Bev e chom an hengoun a-drugarez da ganerien a-vremañ, evel Louise Ebrel, Annie Ebrel, Marsel Gwilhouz, Lors Jouin, Erik Marchand, Yann-Fañch Kemener ha meur a hini all c'hoazh. Kenstrivadegoù a vez aozet ingal a-benn loreañ ar ganerien wellañ.

Aliezik e kaver koubladoù kanerien paotr ha plac'h.

Ar c'hanaouennoù kan-ha-diskan, anavezet dre skrid (follennoù-nij) pe gant an hengoun dre gomz, a zo diwar-benn danvezioù a bep seurt : danevelloù mojennel, darvoudoù a bep seurt, kanaouennoù flemmganus (disputoù). Savet e vez pozioù nevez (Ifig Pichon, Pêr Baudouin, Valentine Kolleter hag all...) ha tonioù nevez ivez, met nebeutoc'h un tammig.

A bep seurtFollennoù-nij

Kanaouennoù brezhonek a grog da vezañ moullet e Breizh-Izel etre ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved, da-geñver ar misionoù bet lañset gant Dom Mikael an Nobletz (1577-1652) ha kendalc'het gant e ziskibl jezuist an Tad Juluan Maner (1606-1683). Kantikoù kanet war tonioù henvoazel ez int. Tamm-ha-tamm e tremenor eus ar c'hantikoù speredel d'ar c'hantikoù nevez, ha neuze d'ar c'hanaouennoù nevez. Seul vui ez a an amzer hebiou, seul vui e vez kaoz eus traoù disakr, bezañ ma chom levezonet-bras an testennoù gant ar relijion.

Pobl Breizh en he fezh a gemer perzh er c'hrouiñ-se diwar lusk gwir remziadoù a voullerien evel ar familhoù Ledan e Montroulez, Govig e Lannuon pe c'hoazh Blot e Kemper. War tonioù anavezet e vez kanet ar c'hanaouennoù-se, gant an aozerien o-unan pe gant marc'hadourien-red a werzh anezho evit un nebeud gwenneien er foarioù hag er bodadegoù a bep seurt. Moullet war paper fall, ez int leun-kouch a vioù-koukoug. Peurliesañ ne vez skeudenn ebet warno. Marc'had-mat e ranke bezañ ar c'hanaouennoù-se, o vezañ ma oant bet savet evit ar bobl. Klotañ a ra ivez oad aour ar c'hanaouennoù poblek war follennoù-nij, etre 1820 ha 1920, gant ar mare ma oa ar pardonioù en o barr.

Heverk eo ar c'hanaouennoù nevez-se gant an amprestoù gallek a-vil-vern, diwar skouer ar pezh a veze moullet d'ar mare-hont, levrioù devosion ha kazetennoù. Enno e kaver trivliadoù dispaket a-wel d'an holl, damvenegoù mojennel sof-kont, ur berniad komzoù skouerius ha kentelius, pezh zo disheñvel-krenn diouzh an doare kozh. An aozerien a laka e gwerzennoù kelachoù a bep seurt dreist-holl, traoù c'hoarvezet e Breizh, e Frañs, pe en estrenvro zoken : torfedoù, peñseoù, gwall reuzioù naturel, tud o vont d'an arme, istorioù karantez, kantikoù ha buhezioù sent... ha kanaouennoù politikel diwezhatoc'h. Talvoudus eo an aozerien evit memor ar familhoù hag ar c'hêriadennoù. Pourchas a reont diduamant ha tennañ ar maezioù eus an digenvez dre zegas keleier eus ar bed diavaez. Hiziv an deiz c'hoazh e vez kanet lod eus o oberennoù gant ar ganerien kan-ha-diskan er festoù-noz : Ar Minor, Metig, Kimiad ar soudard yaouank.

Evit gouzout hiroc'h
• Daniel Giraudon, Chansons populaires de Basse-Bretagne sur feuilles volantes, Skol Vreizh, Montroulez, 1985.
• Daniel Giraudon, Complaintes criminelles sur feuilles volantes au XIXe siècle en Basse-Bretagne, KREIZ13, Centre de Recherche Bretonne et Celtique, Brest, 2000.

A bep seurtIstor kanaouenn Ar serjant-major

P'edo o vont kuit eus an arme e savas François Ruppe ar ganaouenn embannet war follennoù-nij, he anv : CHANSON NEVEZ var sujet glac'har ha tristidiguez daou den yaouank demeuz a barroz Speyet prest da vervel gant ran galon. Anavezet e vez gwelloc'h en anv Son ar serjant-major. Gant ar re-se en em ginnig kerkent hag ar pozioù kentañ, o tiskouez evel-se pegement a lorc'h a oa ennañ gant ur seurt renk. N'anavezer skrid all ebet gantañ estreget hemañ a glot penn-da-benn gant ar pezh a rafed ur ganaouenn kloareg anezhañ, oberenn ul lenneg hag a glask sevel barzhoniezh.

Pimpatrom ar c'hanaouennoù war follennoù-nij ez eo, ken dre ar stil, ken dre an danvez – ha c'hoazh, amañ ez eus kaoz eus an distro eus an arme kentoc'h eget eus an disparti, anezhañ un danvez koshoc'h ha stankoc'h. Gant an titl, moullet e lizherennoù bras, e vez diskouezet splann ez eus kaoz eus ur CHANSON NEVEZ, rak se a veze goulennet gant ar bobl e fin an XIXvet kantved. Dispakañ a ra an aozer e c'hlac'har, e ranngalon, trivliadoù lourennek gouest da fromañ ar selaouerien. Heverk eo an amprestoù gallek e pozioù ar ganaouenn, pezh zo bet graet a-fetepañs. Evel ar c'hanaouennoù all eus ar seurt-se ez eo fonnus ha hir en he c'homzoù, 51 poz a 4 gwerzenn 13 troad. Gant an hir ma'z eo n'eus ket gwelloc'h evit ar ganerien kan-ha-diskan da gas an dañserien en-dro.

Ha hi bet adembannet meur a wech e Montroulez e ti ar voullerien Haslé (1861-1885) ha Letréguilly (1885-1906), e chom hiziv an deiz c'hoazh unan eus ar c'hanaouennoù a blij ar muiañ er festoù-noz.

A bep seurtAn amzer soudard da vare Rupp

A-raok an Dispac'h bras ne oa en arme nemet soudarded engouestlet youlek, anezho gwir soudarded a oa o micher brezeliñ. A-hend-all e oa ur strollad adarmeidi, tud a veze tennet d'ar sort e-touez ar baotred dizimez hag an intañved divugel etre 18 ha 40 vloaz. Adalek 1798 e voe rediet an holl Frañsizien etre 20 ha 25 bloaz d'ober o c'hoñje e-pad 5 bloaz. E 1818 e voe lakaet un doare nevez war-sav : evit pep bloavezhiad soudarded e veze tennet bilhedoù d'ar sort ha gwir o doa ar baotred da baeañ unan all da vont d'an arme en o flas. Betek 1870 e voe graet gant an doare-se ; kemmet e oa bet pad an amzer soudard meur a wech avat (6 bloavezh eus 1818 da 1824 ; 8 bloavezh eus 1824 da 1832 ; 7 bloavezh adalek 1832). Ne oa ket gwall vat ar reizhiad-se, evel ma voe lakaet anat gant brezel 1870 : nebeut a baotred gourdonet, tud divarrek a veze galvet re vuan (gant ar brefeded), ne oa ket trawalc'h a sternerien en arme.

Teir lezenn a oa bet votet neuze, unan war an engouestlañ e 1872, un eil war aozañ an arme e 1873, hag un trede war sternerien an arme e 1875. Da bemp bloaz e voe lakaet pad an amzer soudard. Koulskoude, pa ne oa ket ar gouarnamant evit arc'hantaouiñ enluadur an holl e-pad pemp bloaz, e voe savet un doare tennañ d'ar sort, evit reiñ tro d'ar baotred a veze tennet o bilhedoù d'ober o c'hoñje e-pad bloaz hepken.

En holl, ne oa nemet 40 % eus paotred ar memes rummad oad a rae o c'hoñje e-pad pemp bloaz, evel François Rupp a yeas kuit eus Speied da zeiz Nedeleg e 1872 evit mont d'ar c'hazarn.

E 1889 e voe digresket an amzer soudard, a dremenas da dri bloaz.

Adalek dibenn an XIXvet kantved betek deroù an XXvet e talvezas an amzer soudard da lakaat an dud da vevañ asambles er gevredigezh. Ur mare e oa evit milionoù a dud yaouank a-ziwar ar maez evit deskiñ traoù nevez (dizoleiñ ar c'hêrioù, ober gant binvioù kemplezh, dizoleiñ ur vuhez aesoc'h ha kletoc'h).

Gant al lezenn a oa bet votet e 1905 e voe krouet ar servij broadel, evel m'eo bet betek nevez zo.

Akordeoñs