Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Lusk kanaouennoù hengounel Bro-Wened a zo gant ar ganaouenn-mañ daoust dezhi da vezañ bet kompozet (Y.B. an Danteg ha J. ar Marechal) e penn kentañ tout an ugentvet kantved a-ratozh-kaer evit un heuliad tonioù anvet Ereden chervad da vezañ c'hoariet war al leurenn.
Diwezhatoc'h eo deuet da vezañ unan eus ar c'hanaouennoù brudetañ bet lakaet war roll al lazoù-kanañ en ugentvet kantved. E gwenedeg eo bet skrivet hag er rannyezh-se eo bravoc'h kanañ anezhi. Ar skrid orin a gavoc'h en diell stag.
Evezhiadennoù yezh
E peurunvan eo kinniget ar skrid daoust m'eo bet enrollet ar ganaouenn en he stumm orin : ar gwenedeg. Ar skrid orin a gavoc'h en diell stag.
Sonstudi
Ton
An ton–mañ a zo un ton bale, da lavaret eo un ton a veze kanet gwechall evit lakaat an dud da vale asambles, da geñver un eured da skwer. Disheñvel eo tonioù bale Breizh ouzh re bro Skos. Er vro-se e oant bet azasaet d'ar bagadoù sonerien (pipe-bands) evit kas ar soudarded d'ar brezel.
Ar framm a zo : koupled ha diskan, ar pezh n'eo ket hengounel e Breizh.
Mentad
Mentadoù 5/4 mesket gant mentadoù 4/4 a zegas ul lusk a zo diaes a-walc'h da zerc'hel betek penn. Ar framm sonerezh-se a vez kavet ingal e Bro-Wened hag alies ivez e lec'h all en tonioù ha n'int ket da zañsal.
Skeuliad
An ton a zo bet kompozet e mod Re, a zo etre ar mod majeur hag ar mod mineur. Evit kompren an diforc'h, sellit ouzh ar skwer a vez roet deoc'h er fichenn gevret.
Pozioù
Diskan :
Kemeromp an hent treuz
Rak eñ eo ar berrañ
Deomp da glask ma mestrez
An hini a garan
– 1 –
Dre al lannoù o kouevrata
Pe ker lies em eus redet
Me 'grede jiboesaat ar c'had
Ma c'halon a zo bet heudet
Me 'grede jiboesaat ar c'had
Ma c'halon a zo bet tapet
He, iou, iou, iou, he, iou, iou, iou
– 2 –
Hag a-c'houde, en devalenn,
Siminal ma dous a welan
En-dro dezhañ ur vogedenn
Em c'halon-me emañ an tan.
– 3 –
Hag a-c'houde, kent gouloù deiz,
Me 'gred klevet ur sonenn gaer
Sonenn ken dous ar garantez
Em c'halon emañ ar soner.
– 4 –
Hag a-choude, en ma huñvre
Me 'wel o kreskiñ ur rozenn
Àrnezhi bleuñv kaer (ev)el an deiz ;
Em c'halon emañ he gwrizienn.
– 5 –
An durzhunell e-pad an noz
Àr ar barr he deus huanadet
Nend eus na kousket na repoz
A pa garer hep bout karet.
– 6 –
Setu perak dre an hent treuz
Er mintin-mañ, deomp a vandenn
Ha kent an noz ar c'had laerez
A vo luziet em c'houevratenn.
Sonskridoù
Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF
Sonskrid 1 e Si mineur
Toniadur a glot gant an enrolladenn :

Sonskrid 2 e Re mineur
Toniadur azasaet ouzh live mouezh ar vugale :

Sonskrid 3 e Re mineur
Ur mod da zidroc'hañ ar ganaouenn evit aesaat an deskiñ :

Sonskrid 4 e Mi mineur
Kanaouenn eilmouezhiet :

Sonskrid 5 e Mi mineur
Evit deskiñ an eil mouezh hec'h-unan

Sonskrid 6
Evit kompren an diforc'h etre mod Re ha mod mineur :

Kelenn
Live : kelc'hiad 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : laz-kanañ ; daou strollad.
Lakaat e pleustr :
– Diaes da lakaat e pleustr abalamour d'ar mentadoù 5/4.
– Kavout a reoc'h da-heul un doare da zidroc'hañ ar ganaouenn evit ma teufe a-benn ar vugale da dennañ o anal ur wech dre vare, memes tra !
– Gant daou strollad bugale o kanañ a bep eil e vo kalz aesoc'h kas an deskiñ da benn.
Eil mouezh :
An eil mouezh a vo kinniget da vugale kustumet da bleustriñ er stumm-se (sellout ouzh an diell stag).
Dielloù
An dud
Kan : Guénaëlle Helou (ganet en Oriant e 1968)
Gitar : Bernard Bizien (ganet e Montroulez e 1960)
Fleüt : Malo Carvou (ganet e Pempoull e 1976)
Skrivagner : Jak ar Marechal (ganet e Moustoer-Logunec'h e 1878, marvet e Pleuwigner e 1945)
Kompozitour : Yann-Ber an Danteg (ganet e Gwennin e 1884, marvet e Karnag e 1955)
A bep seurtSkritur vrezhonek ar c'hanaouennoù
Meur a zoare da skrivañ ar brezhoneg a c'heller kaout er skridoù abaoe an IXvet kantved.
Memes tra, evel el lodenn vrasañ eus an danvez produet bremañ evit ar skolioù, ez eo bet skrivet testennoù ar CD-ROM-mañ en un doare-skrivañ tost diouzh hini ar « peurunvan ».
Ar skritur peurunvan-se, hini ar ZH, a zo bet ijinet evit ma c'hallfe brezhonegerion a bep korn a Vreizh kompren ar brezhoneg skrivet… hag en em gompren mat etreze ivez. Al lizherennoù ZH a dalv evit an TH a oa e brezhoneg kozh (a-raok ar bloaz 1100). Hiriv an deiz eo deuet da vezañ peurliesañ an TH-se z e brezhonegoù Kernev, Leon ha Treger hag un doare c'h pe h sunet e brezhoneg Gwened. Da skwer, ar ger Breizh a vez distaget Breiz e Kernev, Leon ha Treger ha Brec'h e bro-Wened.
Pa ouier se, kentoc'h eget lenn komzoù ar c'hanaouennoù (hag a c'hell bezañ diaes da zistagañ a-wezhioù) ez eo ret d'ar vugale selaou gant evezh ar pezh a zo bet enrollet : evel-se e teskint ar c'hanaouennoù distaget evel ma zo dleet.
MammskridoùKeméramb en hent trez
Keméramb en hent trez
Rak éan é er bèran
Damb de glah me mestrez
En hani e garan
Dré er lanneu é kouivratat
Pé ker liès em ès ridet
Pé ker liès em ès ridet
Me gredé jiboésat er gad
Me halon e zou bet tapet
(iou ! iou ! iou ! iou ! iou ! iou !)
Hag a houdé, én devalen
Cheminal men dous e huélan
Én dro dehou ur voguéden :
Ém halon mé é ma en tan.
Jah a houdé, kent goleu dé
Me gred kleùet ur sunnen gaèr
Sonnen ken dous er garanté :
Ém halon é ma er sonér.
Hag a houdé é me huné
Me huèl é kreskein ur rozen
Anehi bleu ken kaer el en dé ;
Ém halon é ma hé grouien.
En druhunel épad en noz
Ar er bar en dès hunnadet
N'en dès na kousked na repoz
A pe garér hemb bout karet.
Chetu perak, dré en hent trèz
Er mintin men, damb a vanden
Ha kent en noz er gad laéréz
E vou louiet ém houivraten.


