Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Mignoned vras e oa Jef ar Penven ha Per-Jakez Helias ; kenlabouret o deus kalz evit sevel oberennoù a bep seurt : lod evit lazoù-kanañ ha lazoù-seniñ, lod all (kanaouennoù dreist- holl) savet da geñver skolioù-hañv ar Falz evit magañ ar c'helenn e brezhoneg.
Sed amañ ul luskellerezh bet savet gante.
Evezhiadennoù yezh
P.J. Helias en deus skrivet ar barzhoneg-mañ en div yezh ; diskouez a ra amañ e varregezh war an divyezhegezh, an eil yezh o respont d'eben.
An destenn bet skignet gant Ar Falz a zo bet astennet, klokaet zoken hag embannet el levr barzhonegoù A-berz eur bed all. Kavout a reoc'h anezhi en diell stag.
Sonstudi
Ton
Ul luskellerez eo ar ganaouenn-mañ.
Kanaouennoù all a zo bet kenaozet gant Jef ar Penven ha Per-Jakez Helias : Enez-Vaz, Bleunioù Nedeleg, s.o dielloù kevret.
Skridoù sonerezh
Uhelaet eo bet ton ar ganaouenn abalamour d'an eil mouezh a vije bet re izel mod all evit live-mouezh ar vugale.
Pozioù
– 1 –
War an daol, me da gousko
Me a glozo da valvennoù.
E bro guzh ar sorc'hennoù,
Anvet on Korrig an noz
Dodo, Mabig do !
Dre c'halloud greun ar rozenn-ki.
Ar c'housk a ra kreskiñ
Ha biken chalet ne vi.
Lestr al Loar, war e goabrenn,
Ne zoug mui Mari Loudourenn,
Met ur gedour, er c'herden,
Da ziwall ouzh krog ar Bleiz.
– 2 –
War an daol, me da gousko
Me a glozo da valvennoù.
E bro guzh ar sorc'hennoù,
Anvet on Korrig an noz
Dodo, Mabig do !
Te a dalvezo daou pe dri
Brasoc'h eget mistri
Ha biken chalet ne vi.
Sonskridoù
Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF
Sonskrid 1
Ton ha pozioù :

Sonskrid 2
Kanaouenn eilmouezhiet :

Sonskrid 3
Eil mouezh hec'h-unan :

Sonskrid 4
Evit kompren an diforc'h etre mod Re ha mod mineur :

Kelenn
Ar barzhoneg-mañ ez eo uhel a-walc'h e live yezh. Ouzhpenn-se, ambitus an ton a zo re vras evit bugale ar skol-vamm. Kentoc'h e vo ur pezh da selaou er c'helc'hiadoù 1 ha 2.
Live : kelc'hiadoù 2 ha 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : klas a-bezh.
Lakaat e pleustr :
• Kelc'hiad 1 : da vezañ selaouet (da vare kousk kreisteiz, da skwer).
• Kelc'hiad 2 : a-unvouezh ; da ziwall zo ouzh an eizhvedenn er mentadoù 8 ha 9 (noz-Do, do)
• Kelc'hiad 3 : pe deskiñ al luskellerez a-unvouezh, pe deskiñ an eil mouezh. War ar bladenn e klevoc'h an eil mouezh sonet ouzh ar violoñs.
Da ginnig d'ur strollad bugale kustumet da bleustriñ war seurt kanaouennoù.
* S.o. : Qu'apprend-on à l'école maternelle : activités d'écoute, p. 149, 150, 151. Qu'apprend-on à l'école élémentaire, activités d'écoute, p. 139, 140.
Dielloù
An dud
Kan : Véronique Bourjot (ganet e 1961 e Champigny-sur-Marne)
Violoñs : Grégoire Hennebelle (ganet e Komborn e 1982)
Skrivagner : Pêr-Jakez Helias (ganet e Pouldreuzig e 1914, marvet e Kemper e 1995)
Kompozitour : Jef ar Penven (ganet e Pondivi e 1919, marvet e Douarnenez e 1967)
A bep seurtBleunioù Nedeleg
Pellgargañ ar sonskrid e stumm PDF

MammskridoùKorrig an noz
– 1 –
War an daol, me da gousko
Me a glozo da valvennoù.
E bro guzh ar sorc'hennoù,
Anvet on Korrig an noz
Dodo, Mabig do !
Dre c'halloud greun ar rozenn-ki.
Ar c'housk a ra kreskiñ
Ha biken chalet ne vi.
Lestr al Loar, war e goabrenn,
Ne zoug mui Mari Loudourenn,
Met ur gedour, er c'herden,
Da ziwall ouzh krog ar Bleiz.
– 2 –
War an daol, me da gousko
Me a glozo da valvennoù.
E bro guzh ar sorc'hennoù,
Anvet on Korrig an noz
Dodo, Mabig do !
Dre c'halloud greun ar rozenn-ki.
Ar c'housk a ra kreskiñ
Ha biken chalet ne vi.
Nag er c'hoad, nag er blaenenn,
Ne vi sammet gant ar Geben.
Te n'eo maout ar gournadenn
A gas pep hini d'e neiz.
– 3 –
War an daol, me da gousko,
Me a glozo da valvennoù.
E bro guzh ar Sorc'hennoù,
Anvet on Korrig an noz.
Do, do, mabig do !
Leusket eo pell treuzoù da di,
Poñsin, da glorenn-vi
Ha biken chalet ne vi.
Buan, gra da gouskadenn,
An hun a zo un hoc'hkellen
Hag a darzh d'ar sklerijenn
Antronoz, pa sav an deiz.
