Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Al labousig er c’hoad

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

Gallout a rafemp lavarout ez eo ar ganaouenn-mañ unan eus arouezioù ar Vro Vigoudenn. Anavezet eo ivez gant an titl « Ur gêr e-kichen Konk ».

Al lodenn gentañ nemetken a glever war ar CD. An destenn en he fezh a gaver en diell stag.

Evezhiadennoù yezh
An destenn-mañ a zo e-touez ar re vrudetañ er Vro Vigoudenn.
Dibabet zo bet kinnig ar c'houpledoù kentañ anezhi ; an destenn en he fezh a c'heller kavout en diell stag.

Sonstudi

Ar mentadoù 6/8 a zegas ul lusk plijus d'ar ganaouenn.
An ton hag ar pozioù a zo aes da zeskiñ.

Pozioù

Al labousig er c'hoad
Melen e zivaskell
A ziskenn bep mintin
War gornig ma mantell

Hag a lavar kalz traoù din
Mar karfen en krediñ
Ma timezit ar bloaz-mañ
Na gemer ket un intañv

Kar kalon un intañv
'Zo chagrin noz ha deiz
Kalon un den yaouank
A zo joaius ha gae

Deuit ganin 'ta plac'h yaouank
Deuit ganin d'am batimant
Ha ni vo pinvidik
Gant aour ha gant argant

Sonskridoù

Pellgargañ ar sonskridoù e stumm PDF

Sonskrid 1

Ton ha pozioù :

Sonskrid 2

Kan hag eilerezh evit an delenn :

Kelenn

Live : kelc'hiadoù 2 ha 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : klas a-bezh.

Lakaat e pleustr :
N'eus tamm diaester ebet da vat er ganaouenn-mañ, setu e vo aes lakaat bugale ar c'helc'hiad 2 d'he c'hanañ.
En dielloù stag e kavoc'h an eilañ a zo bet skrivet evit an delenn hag a c'hell bezañ sonet ivez ouzh ar piano pe ur c'hlavier bennak.

Dielloù

An dud

Kan : Ifig Flatrès (ganet e Pont-’n-Abad e 1967)

Telenn : Gwennola Roparzh (ganet e Brest e 1955)

MammskridoùAl labousig er c'hoad

– 1 –
Al labousig er c'hoad
Melen e zivaskell
A ziskenn bep mintin
War gornig ma mantell

– 2 –
Hag a lavar kalz traoù din
Mar karfen en krediñ
Ma timezit ar bloaz-mañ
Na gemer ket un intañv

– 3 –
Kar kalon un intañv
'Zo chagrin noz ha deiz
Kalon un den yaouank
A zo joaius ha gae

– 4 –
Deuit ganin 'ta plac'h yaouank
Deuit ganin da'm batimant
Ha ni 'vo pinvidik
Gant aour ha gant argant

– 5 –
Gwelloc'h 've din neuze
'N em deurel 'barzh ar mor
Evit mont d'an Angleter
Da gollet ma enor

– 6 –
Ur plac'h kollet he enor
'Zo atav maleürus
Ofañs a ra Doue
Koll a ra he vertuz.

(Hengounel)

Akordeoñs