Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi
Ar razh-koad-mañ a zo da vezañ lakaet e-barzh rummad « ar gevier ».
A-viskoazh en deus plijet d'ar vrezhonegerien ha kanet eo bet kalz el lazoù-kanañ.
Kavet e vez e dastumadennoù zo, kanet war ar memes ton penn-da-benn. Er stumm kinniget amañ e vez kanet pevar zon disheñvel ; un doare da nevesaat ar stumm kozh marteze.
Evezhiadennoù yezh
E peurunvan eo kinniget ar skrid daoust m'eo bet enrollet ar ganaouenn en he stumm orin : ar gwenedeg.
Geriaoueg : e kornioù zo eus bro-Wened e vez graet gant razh-koad hag e kornioù all gant kazh-koad.
Knaoù a dalv kraoñ.
Sonstudi
An ton a zo peder lodenn ennañ. Ar stumm-se da genstagañ tonioù disheñvel n'eo ket hengounel. An heuliad-mañ a zo bet kempennet gant Jozeb ar Bayon diwar tonioù pobl.
En heuliad-mañ e kaver meur a framm sonerezh. Eus un ton d'egile e cheñch ar mentad, ar mod, ar ritm hag an tempo, ar pezh a zegas diaezamañtoù d'an deskiñ.
Pozioù
– 1 –
Disul o vale dre ar c'hoad
Setu tapet din ur razh-koad
– 2 –
Setu ar razh-koad tapet din
Lakaet er solier da lardiñ
– 3 –
Lakaet da lardiñ gant knaou
Ha pep Gwener krampouezh vioù
– 4 –
Pa oa lardet ha lardet mat
Deuet ar boser da labourat
– 5 –
Met ar razh-koad diouzh er gwelet
Betek an doenn en deus sailhet
– 6 –
Sailhet en deus betek an doenn
Ha diouzh an treust faoutet e benn
– 7 –
Ha setu eñ kouezhet marv mik
Lakaet da zareviñ er billig
– 8 –
Ha p'en deus savet ar golo
Pegen c'hwek eo blaz ar friko
– 9 –
E-pad ur miz merenn ha koan
Friko razh-koad gant sistr melen
– 10 –
An tad, ar vamm, ar vugale
A lip o beg gantañ bemdez
– 11 –
Ha da goroll pa 'n em gavan
èl ur razh-koad sailhat a ran
– 12 –
Mar dit james eno un deiz
C'hwi o gwelo er Gemene
– 13 –
Ha pa vo digoret ar bal
C'hwi o gwelo razh o tañsal
– 14 –
Paotred ha merc'hed 'r Gemene
Friko razh-koad ra vad dezhe.
Sonskrid ar ganaouenn
Ton ha pozioù (pellgargañ anezhañ e stumm PDF) :

Kelenn
Live : kelc'hiadoù 1, 2 ha 3.
Mod da renkañ ar c'hlas : daou strollad dre live pe kaner ha strollad diskanerien.
Lakaat e pleustr :
Istor ar c'hazh-koad a zo fentus hag a blijo d'ar vugale.
Dre he framm e tegas ar ganaouenn-mañ un digarez da vodañ holl bugale an tri c'helc'h. Distag eo an tammoù an eil diouzh ar re all :
– an hini kentañ a c'heller deskiñ er skol-vamm ;
– an eil er CP–CE1 ;
– an daou damm diwezhañ er c'helc'hiad 3 abalamour d'ar cheñchamant mod.
Ar fed rannañ ar ganaouenn dre beder lodenn a zo ur mod da dremen e-biou an diaezamantoù sonerezh a zo enni (cheñchamant mentad, mod, ritm, tempo).
Diwallit memes tra : pa vo degouezhet ar mare da lakaat an holl vugale da ganañ asambles e vo dav bezañ war evezh a-benn derc'hel ar mod da ganañ reizh pep tamm eus ar ganaouenn.
Dielloù
An dud
Kan : Guénaëlle Helou (ganet en Oriant e 1968), Véronique Bourjot (ganet e 1961 e Champigny-sur-Marne)
A bep seurtSkritur vrezhonek ar c'hanaouennoù
Meur a zoare da skrivañ ar brezhoneg a c'heller kaout er skridoù abaoe an IXvet kantved.
Memes tra, evel el lodenn vrasañ eus an danvez produet bremañ evit ar skolioù, ez eo bet skrivet testennoù ar CD-ROM-mañ en un doare-skrivañ tost diouzh hini ar « peurunvan ».
Ar skritur peurunvan-se, hini ar ZH, a zo bet ijinet evit ma c'hallfe brezhonegerion a bep korn a Vreizh kompren ar brezhoneg skrivet… hag en em gompren mat etreze ivez. Al lizherennoù ZH a dalv evit an TH a oa e brezhoneg kozh (a-raok ar bloaz 1100). Hiriv an deiz eo deuet da vezañ peurliesañ an TH-se z e brezhonegoù Kernev, Leon ha Treger hag un doare c'h pe h sunet e brezhoneg Gwened. Da skwer, ar ger Breizh a vez distaget Breiz e Kernev, Leon ha Treger ha Brec'h e bro-Wened.
Pa ouier se, kentoc'h eget lenn komzoù ar c'hanaouennoù (hag a c'hell bezañ diaes da zistagañ a-wezhioù) ez eo ret d'ar vugale selaou gant evezh ar pezh a zo bet enrollet : evel-se e teskint ar c'hanaouennoù distaget evel ma zo dleet.
A bep seurtSonioù-gevier
« Ne lavaran ket gaou / nemet ur ger pe zaou »…
Goude mare ar c'hanaouennoù da luskellat ar babigoù hag hini ar c'hanaouennoù kentañ evit ar vugale e teu mare ar sonioù-gevier. Ur bern dioute a vez kanet ken e Breizh-Izel ken e Breizh-Uhel. Sonioù farsus int peogwir e tegas pep poz kan ur gaou nevez, brasoc'h eget an hini a oa a-raok. Gant an aridennadoù gevier-se e vez desket en ur c'hoarzhin leun a c'herioù nevez dre an eñvor.
