Deskiñ brezhoneg : Deskrivañ ar pezh a ra unan bennak.
Gerioù : sunerez-poultrenn — broust-dent — krib — ur grib Patromoù : Trouz zo gant ar sunerez-poultrenn. Broustañ a ra e zent. Kribañ a ra e vlev. Dafar : ur sunerez-poultrenn, ur broust-dent, ur grib Lakaat ar sunerez-poultrenn dirak ar vugale. Brañchiñ an neudenn.
Ar mestr  Sunerez-poultrenn.
 Sunerez-poultrenn.
Ar vugale
Ar mestr Trouz zo gant ar sunerez-poultrenn. C’hoant ho peus da glevet an trouz a zo gant ar sunerez-poultrenn ?
Ya !
Ar vugale
Ar mestr Lavarit neuze : « Trouz zo gant ar sunerez-poultrenn. »
Trouz zo gant ar sunerez-poultrenn.
Ar vugale
Ar vugale a lavar mat a vez laosket da bouezañ war bouton ar mekanik. Lenn an albom eus ar penn-kentañ betek ar bajenn 15.
Ar mestr En ur ziskouez ur broust-dent. Petra a ra Jakez er sal-dour ?
Broustañ a ra e zent.
Ar vugale
Pa deu mat ar frazennoù gant ar vugale e ra van ar mestr da vroustañ o dent dezho.
Ar mestr En ur ziskouez ur grib. Petra a ra Jakez c’hoazh er sal-dour ?
Kribañ a ra e vlev.
Ar vugale
Pa deu mat ar frazennoù gant ar vugale e ra van ar mestr da gribañ o blev dezho.
Evezhiadenn 1 E-ser dibunañ orjalenn ar sunerez-poultrenn e c’heller reiñ da glevet d’ar vugale Sachañ a ran. Sachañ a ri ? Sachañ a rez. Evezhiadenn 2 Re alies e vez graet gant an araogenn « amañ » pa vije reishoc’h ober gant « aze ».