Pal an abadenn : Deskiñ gerioù a-raok dizoleiñ an albom.
Deskiñ brezhoneg : 
Reiñ un urzh.
Lavaret petra a vo posupl (amzer da zont). Gerioù : er mod-se — ac’hanon — sikour — naetaat — ar prenestroù Patromoù : Desket e vo d’ar vugale ar peurrest eus an tamm diviz a vo adkavet goude er pajennoù 3, 4 ha 5 : Jakez : Poent eo naetaat an ti. Ar paotr bihan : Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez. Naetaat an ti n’eo ket farsus. Jakez : Laka da davañjer ’ta. Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon. Er mod-se e c’halli naetaat ar prenestroù. Dafar : - div gelc’henn (div ruilhenn) - un davañjer - ostilhoù-naetaat (lakaomp : ur skubellennig hag ur balikez, un torch-listri, ur glizhenner... pezh a vo kavet er c’hlas) - ur volotenn Evezhiadenn : Pa deu mat ar frazennoù gant ar vugale e vezont laosket d’ober ar glizhenner (riñset mat).
An ostilhoù-naetaat zo lakaet e kelc’henn (ruilhenn) Jakez, ar volotenn e kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan.
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) Jakez. Kregiñ a ra er skubellennig hag er balikez. Poent eo din naetaat an ti.
Poent eo din naetaat an ti.
Ar vugale
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan, mouzhet. Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn.
 Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn.
Ar vugale
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan atav. Naetaat an ti n’eo ket farsus.
Azezañ a ra ar mestr war ar volotenn.
Naetaat an ti n’eo ket farsus.
Ar vugale
Sevel a ra ar mestr en e sav ha mont e kelc’henn (ruilhenn) Jakez en-dro. Pakañ krog a ra en davañjer.
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) Jakez. Laka da davañjer ’ta !
Laka da davañjer ’ta !
Ar vugale
Ar vugale a lavar mat a vez taolet an davañjer dezho.
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) Jakez. Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon.
Ar frazenn-se a vo diaesoc’h da zeskiñ. Moien ’zo luskañ ar pozioù evel ur slam.
 Ar mestr gant ar vugale Er mod-se... Er mod-se...
Ar mestr Er mod-se e c’halli... Er mod-se e c’halli...
 Ar mestr gant ar vugale Er mod-se e c’halli... Er mod-se e c’halli...
Ar mestr … sikour ac’hanon. … sikour ac’hanon.
 Ar mestr gant ar vugale … sikour ac’hanon. … sikour ac’hanon.
Ar mestr Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon. Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon.
 Ar mestr gant ar vugale Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon. Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon.
Kregiñ a ra ar mestr er glizhenner.
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) Jakez. Er mod-se e c’halli... naetaat ar prenestroù.
Mont a ra ar mestr dirak ur prenestr hag ober gant pluñvenn ar glizhenner. Ar vugale a vo bamet o sellet ouzh ar goumoulennad glizh.
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) Jakez. Er mod-se e c’halli... naetaat ar prenestroù.
Er mod-se e c’halli... naetaat ar prenestroù.
Ar vugale
Ar vugale a lavar mat a vez laosket d’ober gant ar glizhenner.