Deskiñ brezhoneg : Deskrivañ ar pezh a ra unan bennak. Lec’hiañ er spas.
Gerioù : ur gordenn — lammat — an treid — d’an nec’h — d’an traoñ — koant Patromoù : Lammat a ra gant ar gordenn. He zreid o vont d’an nec’h. He zreid o tont d’an traoñ. Dafar : ur gordenn Lenn an albom eus ar penn-kentañ betek ar bajenn 5. Diskouez ar bajenn 6.
Ar mestr Oc’h ober petra emañ ar paotr bihan ?
O naetaat ar prenest emañ.
Ar vugale
Ar mestr Ya, ha war ar memes tro emañ o sellet dre ar prenestr. Me ’gav din ez in me ivez da sellet dre ar prenestr.
Mont a ra ar mestr dirak ar prenestr.
Ar mestr Ata ! Ur ramz ! Ket ! Ur ramzez ! O lammat emañ ! Gant ur gordenn !
Distreiñ a ra ar mestr dirak ar vugale. Diskouez a ra dezho ur gordenn.
Ar mestr Ur gordenn evel homañ zo ganti. Lammat a ra gant ar gordenn.
Lammat a ra ar mestr gant ar gordenn da ziskouez ar pezh a ra ar ramzez.
Ar mestr Un tammig kreñvoc’h d’ober d’ar vugale lavaret war e lerc’h. Lammat a ra gant ar gordenn.
Lammat a ra gant ar gordenn.
Ar vugale
Ar vugale a lavar mat a vez lakaet ar gordenn tro-dro d’o c’horf. Azezañ a ra ar mestr war e gador.
Ar mestr An treid o vont d’an nec’h.
Sevel a ra e dreid an uhelañ ma c’hell. Ar vugale a savo o zreid ivez.
An treid o vont d’an nec’h.
Ar vugale
Ar vugale a lavar mat a vez lakaet ar gordenn da stekiñ ouzh o botoù, dindan ar solennoù. Lenn ar pajennoù 7 ha 9. Sevel ha diskenn an treid en ur lenn :
Ar mestr He zreid o vont d’an nec’h. He zreid o tont d’an traoñ.
A-raok lenn « Koant eo », goulenn gant ar vugale 
Ar mestr Ar ramzez zo divalav ?
Ket. Brav eo.
Ar vugale
Ar mestr Ya, koant eo.
Lenn ar bajenn 10.
Ar mestr Petra raio Jakez neuze ?
Mont raio da c’hoari ganti.
Ar vugale
Ar mestr Gwelet e vo an dro a zeu.
Serriñ a ra al levr. Dipitet e tle bezañ ar vugale, c’hoant dezho gouzout petra a c’hoarvezo goude.