dre strolladoù bihan Pal an abadenn : Lakaat ar vugale da c’hoari an diviz. Ar ostilhoù-naetaat zo lakaet e kelc’henn (e ruilhenn) Jakez, ar volotenn e kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan. Da gentañ e vo c’hoariet an diviz gant ar mestr e-unan, en ur vont eus an eil kelc’henn (eil ruilhenn) d’eben.
Ar mestr E kelc’henn (e ruilhenn) Jakez. Poent eo din naetaat an ti.
Ar mestr E kelc’henn (e ruilhenn) ar paotr bihan. Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez. Naetaat an ti n’eo ket farsus. Azezañ war ar volotenn.
Ar mestr E kelc’henn (e ruilhenn) Jakez. Laka da davañjer ’ta ! Kregiñ e-barzh an davañjer ha lakaat anezhi er gelc’henn (er ruilhenn) all. Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon. Implijout ar glizhenner. Er mod-se e c’halli naetaat ar prenestroù. Lakaat an davañjer er gelc’henn (er ruilhenn) all.
Ur bugel a vez choazet da zont e-barzh kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan. An diviz a vo c’hoariet bremañ etre ar mestr hag ur bugel.
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) Jakez. Poent eo din naetaat an ti.
Ar mestr E kelc’henn (e ruilhenn) ar paotr bihan. Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez. Naetaat an ti n’eo ket farsus. (Azezañ war ar volotenn.)
Ar mestr E kelc’henn (e ruilhenn) Jakez. Laka da davañjer ’ta ! Lakaat a ra an davañjer d’ar paotr bihan. Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon. Implijout ar glizhenner. Er mod-se e c’halli naetaat ar prenestroù. Reiñ ar glizhenner d’ar bugel.
Ar bugel a vez lakaet bremañ da c’hoari perzh Jakez. Ur bugel all a vez choazet da c’hoari ar paotr bihan.