Deskiñ kaozeal brezhoneg gant
 Perak kaozeal eus an istor a-raok lenn ? Da gentañ ez eo evit ober anaoudegezh gant an tudennoù ha reiñ c’hoant da c’houzout pelloc’h diwar o fenn. Alies e vez anv eus santimantoù, eus darempredoù etre an tudennoù… Pa deu poent al lennadenn e vez muioc’h a evezh gant ar c’hlasad. Klask a reont adkavout an traoù a zo bet kontet dezho. Klask a reont deskiñ traoù nevez ivez. Aketusoc’h e vezont. Da eil ez eo evit sikour ar skolidi da gompren mat an istor a vo lennet dezho. Arabat e vefe re a c’herioù ha frammoù-yezh nevez en destenn lennet, a-hend-all ne selaouont ket da vat… Peseurt doareoù-kelenn ? Ar skolaer a ra traoù dirak ar c’hlasad ha kaozeal a ra war un dro. Leurenniñ a ra tammoù eus an istor : en em zeblas a ra, ober a ra jestroù, diskouez a ra santimantoù… Skeudennoù a vez lakaet war wel ivez. Kaozeal a ra en ur yezh simpl ha tost ouzh an hini a vez klevet bemdez gant ar vugale er c’hlas. Distagañ mat a ra, pouez ar vouezh a vez lakaet el lec’h mat. Ar frazennoù da zeskiñ a vez lavaret meur a wech. Sachet e vez evezh ar skolidi war an doare da zistagañ ar gerioù. A-wechoù e vez lakaet ar strollad a-bezh da adlavaret mat. Goulennoù a vez graet ouzh ar vugale evit kompren mat diazezoù an istor : Piv ? Pelec’h ?… pe c’hoazh evit sachañ o evezh war-zu traoù n’int ket splann : kompren santimantoù an tudennoù, kompren perak e reont tra pe dra, en em soñjal war ar pezh a deuio da heul en istor… Pront-awalc’h e vez lakaet ar vugale d’ober traoù en ur gaozeal ivez : mont a reont d’ul lec’h bennak er c’hlas, diskouez a reont traoù, ober a reont ur stokadennig ouzh penn ur c’hamarad, goulennoù a reont an eil ouzh egile… Labour ar skolaer-ez eo degas dezho ar gerioù a-raok lenn an albom. Ha degas dezho ar gerioù n’eo ket plantañ anezho en o skouarn nemeken, met reiñ buhez dezho e genoù ar vugale o-unan. Ar vugale a vo laouen o lavaret gerioù war-lerc’h ar skolaer-ez m’o deus un dra bennak da c’hounit. A-walc’h eo diskouez ur skeudenn d’an hini a ro da glevet ar ger a zo bet lavaret gant ar mestr evit reiñ c’hoant d’ur c’hlasad a-bezh da lavaret ar ger ivez. Roet e vez kalon d’ar skolidi alies (Mat eo ! Lavaret ez peus mat ! Deuet eo ganit !…). Kement-mañ a ro c’hoant d’an holl da gemer perzh. Evit eñvoriñ mat e rank ar skolidi klevet ar memes gerioù ha frammoù-yezh meur a wech e degouezhioù disheñvel. Kanañ ha rimadellañ a vez graet ivez neuze. C’hoazh e vez liammet ar yezh ouzh ar c’horf : jestroù a vez graet gant ar skolaer ha gant ar vugale. Er c’hanaouennoù e vez adkavet gerioù a bouez an albom. Un doare all da zeskiñ anezho eo neuze. A-hed ar sekañs e vo desket d’ar vugale komz an eil gant egile, peurvuiañ dre goulennoù ha respontoù berr diwar-benn skeudennoù pe dre sketchoù simpl. Deskiñ kontañ a vo graet ivez, dre glevet an istor ha deskiñ kontañ anezhi tamm-ha-tamm. Stevan AR GALL, skol Sant Jozef Kleder