|
Abadennoù : |
Deskiñ brezhoneg : |
|
Abadenn 1 : Ar golo |
Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh a reer. Ober rebechoù. Gerioù -> prop — lous — kempenn Patromoù : O skubañ emaon/emañ. N’eo ket prop dit dont d’ar skol evel-se. |
|
Abadenn 2 : Pajenn an titl (pajenn 1) |
Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh emeur o vont d’ober. Gerioù -> un davañjer Patromoù : Ez an da wiskañ un davañjer. Emañ o wiskañ un davañjer. |
|
Abadenn 3 : Pezhioù an ti |
Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (pezhioù an ti) a-raok mont pelloc’h gantañ. Deskiñ brezhoneg : Goulenn. Gerioù -> ar saloñs — ar gegin — ar gambr — ar sal-dour — an armel Patromoù : Petra zo kuzhet ? |
|
Abadenn 4 : Ar boued |
Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (ar boued) a-raok mont pelloc’h gantañ. Deskiñ brezhoneg :Displegañ un doare da renkañ ar skeudennoù. Lavaret petra zo posupl ha petra n’eo ket. Patromoù : - Komzer 2 : Peogwir e tiskouezont boued. Ar gwastilli a c’heller debriñ. Un enezenn ne c’heller ket. |
|
Abadenn 5 : Aozañ boued |
Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (aozañ boued) a-raok mont pelloc’h gantañ. Deskiñ ur rimadell : « Dibouloud » Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh a vez graet hag ar pezh na vez ket graet. Gerioù -> meskañ — toaz — aozañ — yod — ur gibell — ur balarenn |
|
Abadenn 6 : Lennadenn |
Pal an abadenn : Selaou gant aked ha kemer perzh. |