Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (ar boued) a-raok mont pelloc’h gantañ. Deskiñ brezhoneg : Displegañ un doare da renkañ ar skeudennoù. Lavaret petra zo posupl ha petra n’eo ket.
Gerioù : gwastilli — kregin ha kresteneged — silzig — ur vi tanav — frouezh — legumaj — ur pezh daou euro — kilhoù — un enezenn — ur stammenn — ur poull-neuial — un trakteur o fuilhañ hañvouez Patromoù : Komzer 1 : Perak ’peus lakaet ar skeudennoù-se asambles ? Komzer 2 : Peogwir e tiskouezont boued. Ar gwastilli a c’heller debriñ. Un enezenn ne c’heller ket. Evezhiadenn : An abadenn-se a c’hell bezañ graet div pe deir gwech, da gentañ gant 6 skeudenn, goude gant 9 hag evit echuiñ gant an 12.
Ledañ ar skeudennoù da renkañ dirak ar vugale, unan-hag-unan, en ur reiñ da glevet ar pezh a zo skeudennaouet.
Ar mestr Kregin ha kresteneged.
Kregin ha kresteneged !
Ar vugale
Ur wech lakaet an holl skeudennoù, lakaet ur gelc’henn (ur ruilhenn) en o c’hichen war an douar.
Ar mestr (D’ur bugel) Peseurt skeudennoù ’peus c’hoant da lakaat er gelc’henn (er ruilhenn) ?
Ar bugel a zibab skeudennoù hag a lak anezho er gelc’henn (er ruilhenn).
Ar mestr Perak ’peus lakaet ar skeudennoù-se asambles ? Tamm-ha-tamm, lakaat ar vugale da gompren e klasker skeudennoù ar pezh a c’heller debriñ, da lavaret eo skeudennoù ar boued.