Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (aozañ boued) a-raok mont pelloc’h gantañ. Deskiñ ur rimadell : «Dibouloud». Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh a vez graet hag ar pezh na vez ket graet.
Gerioù : meskañ — toaz — aozañ — yod — ur gibell — ur balarenn Patromoù : Ne vez ket fardet boued e-barzh ur gibell, alato ! E-barzh ur balarenn e vez fardet boued. Evezhiadenn : Deskiñ ar rimadell en a-raok, lakaomp gant ar soñj fardañ farz-forn pe yod. Ar skeudennoù a c’hello sikour. Gant ar vrec’h kleiz, ober van da zerc’hel ur bodez war e vruched ha gant an dorn dehoù ober van da dreiñ yod.
Ar mestr (O kanañ) Meskañ an toaz (3 gw) Dibouloud ha dibouloud ha dibouloud ’ta. Aozañ yod, aozañ yod (3 gw) Dibouloud ha dibouloud ha dibouloud ’ta. Lakaat ar vugale da ganañ. Diskouez skeudenn ar gibell.
Ar mestr Kibell, ur gibell.
Kibell, ur gibell !
Ar vugale
Ar mestr E-barzh ar gibell e vez aozet boued ?
Ket !
Ar vugale
Ar mestr Lavarit : Ne vez ket aozet boued e-barzh ar gibell, alato !
Ket!
Ne vez ket aozet boued e-barzh ar gibell, alato ! Stekiñ ar skeudenn gant beg fri ar vugale a lavar mat ar frazenn.
Ar vugale
Diskouez skeudenn ar balarenn.
Ar mestr Palarenn, ur balarenn.
Palarenn, ur balarenn!
Ar vugale
Ar mestr E-barzh ar balarenn e vez aozet boued ?
Ya !
Ar vugale
Ar mestr Lavarit : E-barzh ar balarenn e vez aozet boued !
E-barzh ar balarenn e vez aozet boued ! Stekiñ ar skeudenn gant beg fri ar vugale a lavar mat ar frazenn
Ar vugale