Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (pezhioù an ti) a-raok mont pelloc’h gantañ. Deskiñ brezhoneg : Goulenn.
Gerioù : ar saloñs — ar gegin — ar gambr — ar sal-dour — an armel Patromoù : Petra zo kuzhet ?
Kuzhat en e zorn skeudenn ar saloñs. Ober sin d’ur bugel tostaat.
Ar mestr E kuzulig e pleg e skouarn. Ur saloñs. Diskouez ar skeudenn d’ar vugale a zivin petra zo warni.
Ober ar memes tra gant skeudenn ar gegin. Evit ar gambr, goulenn gant ur bugel :
Ar mestr E-pelec’h e kouskez du-se e-barzh da di ? E-barzh ar saloñs pe e-barzh ar gegin ? Diskouez skeudenn ar gambr d’ar re a lavar « er gambr ».
Evit ar sal-dour, goulenn gant ar vugale :
Ar mestr E-pelec’h e-barzh da di e vroustez da zent ? Er gambr ? Diskouez skeudenn ar gambr d’ar re a lavar « er gambr ».
Evit an armel, goulenn gant ar vugale :
Ar mestr N’eo ket e-barzh ur gwele e vo lakaet ar vugale da gousket … e-barzh un armel ! Diskouez skeudenn an armel d’ar re a lavar « Pas e-barzh un armel ! ».

C’hoari ar skeudenn dianket

 

Evit : 3 pe 4 c’hoarier.

Dafar : ar pemp skeudenn eus pezhioù an ti.

 

Ar skeudennoù zo lakaet a-wel an holl.

Mestr ar c’hoari : Mouchit !

 

Treiñ a ra ur skeudenn war he fas.

Mestr ar c’hoari : Petra zo kuzhet ?

 

Ar c’hoarierien all a sav o biz.

Ur bugel : Ar sal-dour.

 

Mard eo mat e respont e teu ar bugel da vezañ mestr ar c’hoari.

 

Ar skeudennoù a c’haller pellgargañ (Dizoleiñ ar bed, dafar ar c'hoarioù)