Deskiñ brezhoneg : Deskrivañ ar pezh a ra unan bennak. Lavaret ur santimant. Displegañ.
Gerioù : ur ramz — ur ramzez — ur skerb — ur gravatenn — mouzhet Patromoù : Skoulmañ a ra e gravatenn. Me zo mouzhet ivez. Perak/peogwir Patromoù : ur skerb, ur gravatenn (kuzhet e godell ar mestr). Da zegas da soñj ar ger «ramz» d’ar vugale, kanañ ganto : Ar ramz Jakez Diskouez golo an albom d’ar vugale. An titl zo kuzhet dindan un tamm paper.
Ar mestr Sell ’ta ? Piv zo gant Jakez ?
Ur plac’h.
Ar vugale
Ar mestr Ur plac’h vihan evel merc’hed bihan ar c’hlas ?

Ar ramz Jakez

(War ton Le nain Rikiki)

Evit mont da gornandon

Bihanoc’h-bihanañ on

 

Hag evit mont da jeant

Brasoc’h-brasañ e teuan

 

Jakez Vras, ur ramz eo

Ha n’eo ket divalav

 

Setu Jakez

Setu ar ramz

Setu Jakez

Setu ar ramz

Ket. Ur ramz.
Ar vugale
Ar mestr Ur ramz pe ur ramzez ?
Ur ramzez.
Ar vugale
Ar mestr Dizoleiñ a ra an titl. Jakez vras hag ar ramzez.
Diskouez pajenn an titl.
Ar mestr Petra emañ Jakez o skoulmañ tro-dro d’e c’houzoug ? Ur skerb ? Diskouez ur skerb.
Ket. Ur gravatenn.
Ar vugale
Ar mestr Dres. Ur gravatenn.
Tennañ a ra ar mestr ur gravatenn eus e c’hodell.
Ar mestr Emañ o skoulmañ ur gravatenn.
Emañ o skoulmañ ur gravatenn
Ar vugale
Ar vugale a lavar mat a vez lakaet ar gravatenn tro-dro d’o gouzoug. Lenn ar pajennoù 3, 4 ha 5.
Ar mestr Pa vez echu al lennadenn. Mouzhet eo ar paotr bihan. Perak eo mouzhet ?
Peogwir ne fell ket dezhañ naetaat an ti.
Ar vugale
Ar mestr Mouzhet eo.
Kroaziañ an divrec’h hag ober penn-mouzh..
Mouzhet eo
Ar vugale
Ar mestr a grog e fri ar vugale a lavar : Penn mouzhet !

Evezhiadenn 1

Ma vez aketus a-walc’h ar vugale e c’heller c’hoari gant ar gour kentañ hag an eil.

 

Mestr ar c’hoari
Mouzhet out.

Mouzhet on ivez ?

Ket, me n’on ket mouzhet.

Mouzhet oc’h !

 

Evezhiadenn 2

C’hoarvezout a raio alies d’ar vugale kammgemer «peogwir/perak» ha lavaret  :

 

Ar vugale

Perak ne fell ket dezhañ naetaat an ti.

Da neuze  :

Ar mestr

(un neuz trefuet warnañ)

Perak ?!

 

Ar vugale

Ket. Peogwir ne fell ket dezhañ naetaat an ti.