Pal an abadenn : Deskiñ gerioù a-raok dizoleiñ an albom.
Deskiñ brezhoneg : 
Lavaret un ezhomm. 
Lavaret ur c’hoant. 
Doareañ un ober. Gerioù : ur volotenn — ur skubellennig — ur balikez — ur glizhenner — un davañjer — farsus Patromoù : Desket e vo d’ar vugale an tamm diviz a vo adkavet goude er pajennoù 3 ha 4 : Jakez : Poent eo naetaat an ti. Ar paotr bihan : Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez. Naetaat an ti n’eo ket farsus. Dafar : - div gelc’henn (div ruilhenn) - un davañjer - ostilhoù naetaat (lakaomp : ur skubellennig hag ur balikez, un torch-listri, ur glizhenner... pezh a vo kavet er c’hlas) - ur volotenn Evezhiadenn : Pa deu mat ar frazennoù gant ar vugale e vezont laosket d’ober ar glizhenner (riñset mat).
Ar mestr a ziskouez ur volotenn Bolotenn. Ur volotenn.
Bolotenn. Ur volotenn.
Ar vugale
Ar volotenn a zo lakaet e kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan gant ar mestr.
Ar mestr a ziskouez ur skubellennig Skubellennig.
Skubellennig.
Ar vugale
Ar skubellennig a zo lakaet e kelc’henn (ruilhenn) Jakez gant ar mestr.
Ar mestr a ziskouez ur balikez Palikez.
Palikez.
Ar vugale
Ar mestr Ur balikez.
Ur balikez.
Ar vugale
Ar balikez zo lakaet e kelc’henn (ruilhenn) Jakez gant ar mestr.
Ar mestr a ziskouez ur glizhenner Glizhenner.
Glizhenner.
Ar vugale
Ar glizhenner zo lakaet e kelc’henn (ruilhenn) Jakez gant ar mestr.
Ar mestr a ziskouez un davañjer Tavañjer.
Tavañjer.
Ar vugale
Ar mestr a ziskouez un davañjer Un davañjer.
Un davañjer.
Ar vugale
An davañjer zo lakaet e kelc’henn (ruilhenn) Jakez gant ar mestr. Ar mestr en em lak en e sav er gelc’henn (er ruilhenn) e-kreiz an ostilhoù-naetaat.
Ar mestr lakaat a ra ur biz war e beultrin Jakez.
Ar mestr a ’n em lak en eil kelc’henn (eil ruilhenn) (hini ar paotr bihan).
Ar vugale lakaat a ra ur biz war e beultrin Ar paotr bihan.
Ar mestr az aio eus an eil kelc’henn (eil ruilhenn) d’eben da zeskiñ pozioù an div dudenn d’ar vugale.
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) Jakez. Paseal a ra e viz war al leur-zi da lakaat war-wel ar boultrenn. Poent eo din naetaat an ti. Ober a ra van da zastum poultrenn e-barzh ar balikez.
Poent eo din naetaat an ti. Ar vugale a lavar mat a vez frotet dezho penn o botoù gant ar skubellennig.
Ar vugale
E kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan. Ar mestr a groaz e zivrec’h, un tres mouzhet war e fas. Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez. Ar mestr
Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez. Ar vugale a lavar mat a vez stoket o fenn dezho gant ar volotenn..
Ar vugale
Ar mestr E kelc’henn (ruilhenn) ar paotr bihan. Ar mestr a grog en davañjer. Naetaat an ti n’eo ket farsus.
Goleiñ a ra ar mestr ar volotenn gant an davañjer.
Ar mestr Un tammig kreñvoc’h d’ober d’ar vugale lavaret war e lerc’h. Naetaat an ti n’eo ket farsus.
Naetaat an ti n’eo ket farsus.
Ar vugale
Ar vugale a lavar mat a vez goloet o fenn dezho gant an davañjer.