Deskiñ brezhoneg : Goulenn aotre d’ober un dra bennak. Deskrivañ un dra bennak. 
Gerioù : Chom — gwellañ. Patromoù : Chom en ti-mañ a c’hallan ? Va gwellañ kamarad out-te. Pajennoù : betek fin an albom (pajenn 19). Lenn an albom eus ar penn-kentañ betek ar bajenn 14.
Ar mestr Diskouez ar bajenn 16. Ar paotrig zo chomet er-maez ?
Ket. Deuet eo e-barzh an ti.
Ar vugale
Lakaat ur gador dirak ar vugale. Azezañ warni evel paotrig ar bajenn 17.
Ar mestr (Sellet a ra tro-dro dezhañ.) An ti-mañ a blij din ! Chom en ti-mañ a c’hallan ? (un tammig kreñvoc’h d’ober d’ar vugale lavaret war e lerc’h) Chom en ti-mañ a c’hallan ?
Chom en ti-mañ a c’hallan ? Ar vugale a lavar ar frazenn a zo pedet da zont d’azezañ war ar gador. Sioulaat ar strollad a-raok kenderc’hel al lennadenn.
Ar vugale
Ar mestr (Lenn a ra ar pajennoù 16 ha 18.) « An ti-mañ a blij din ! » a lavar ar paotr bihan. « Chom en ti-mañ a c’hallan ? » a c’houlenn ar paotr bihan. « Evel-just. Evel-just e c’hallez chom da vevañ ganin. Ma gwellañ kamarad out-te. » Ha stardañ an dorn a reont.
Ar mestr Sevel a ra ar mestr. En em lakaat a ra dirak ur bugel. Va gwellañ kamarad out-te. (Stardañ a ra dorn ar bugel.) Kae da lavaret d’ar re all.
(d’ur bugel all) Va gwellañ kamarad out-te. Stardañ an dorn a reont.
 Ar bugel
Ar mestr a lak tamm-ha-tamm tout ar vugale da vont da gavout ar re all en ur lavaret : Va gwellañ kamarad out-te.
Ar vugale