Pal an abadenn : Broudañ ar c’hoant da zizoleiñ an albom. Deskiñ brezhoneg : Kaozeal diwar-benn fromoù.
Gerioù : trist — gouelañ — paour-kaezh — daeloù Patromoù : Komzer 1 : O ouelañ emaon. Komzer 2 : Dal, ur mouchouer-fri, da sec’hañ an daeloù.
Diskouez golo an albom. (Kuzhat an titr dindan un tamm paper ma ’z eus bugale gouest da lenn.)
Ar mestr Jakez a zo laouen ?
Ket. Trist eo.
Ar vugale
Ar mestr Trist ? Penaos e ouzoc’h ?
O ouelañ emañ.
Ar vugale
Ar mestr Paour-kaezh Jakez. Pa welan anezhañ o ouelañ e teu c’hoant gouelañ din ivez. Ale, o ouelañ emaon ivez.
Ar mestr Ar mestr-skol a ra van da ouelañ. Lavarit din ’ta : "paour-kaezh Stevan."
Paour-kaezh Stevan
Ar vugale
Ar mestr (E pleg skouarn ur bugel : Hugo.) Gra van da ouelañ. Lavar : "O ouelañ emaon."
O ouelañ emaon.
 Ar bugel (Hugo)
Paour-kaezh Hugo.
 Ar mestr gant ar vugale all
Ar mestr Frotañ e gein dezhañ. Dal : ur mouchouer-fri da sec’hañ an daeloù. Flourañ divjod Hugo gant ur mouchouer-fri a-raok reiñ ar mouchouer-fri dezhañ. Kenderc’hel ar c’hoari. 
Ar bugel a lavar mat "O ouelañ emaon" zo frealzet gant Hugo.
O ouelañ emaon.
 Ur bugel (Maëlya)
Paour-kaezh Maëlya. Dal : ur mouchouer-fri da sec’hañ an daeloù. Da Vaëlya bremañ da frealziñ d’he zro ur bugel all.
 Hugo