Deskiñ brezhoneg : Esplikañ perak on trist.
Gerioù : Den ebet — c’hoari — gantañ — ganin. Patromoù : Ne gav den ebet da c’hoari gantañ. Ne gavan den ebet da c’hoari ganin. Dafar : ur volotenn Pajennoù : betek ar bajenn 13. Lenn an albom eus ar penn-kentañ betek ar bajenn 13. Er pajennoù 10, 11 ha 13, adlavaret meur a wech : "Ne gav den ebet da c’hoari gantañ." Tamm-ha-tamm en em lak ar vugale da lavaret ivez.
Ar mestr (Un neuz trist warnañ.) Ne gavan den ebet da c’hoari ganin.
Ar mestr en em lak da gantren er c’hlas en ur lavaret bepred ar memes randon : Ne gavan den ebet da c’hoari ganin. Ne gavan den ebet da c’hoari ganin.
Ar mestr
Ar mestr en em lak da gantren er c’hlas en ur lavaret bepred ar memes randon : Ne gavan den ebet da c’hoari ganin.
Ar vugale
Ar mestr (Frotañ a ra kein ar vugale valeürus.) Paour-kaezh Jakez. Da-unan emaout.