Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh am eus graet ha penaos.
Gerioù : Bolotenn — ur volotenn — Mell — ur vell — E-pad pell — Va-unan. Patromoù : E-pad pell em eus c’hoariet. Va-unan avat. Dafar : ur volotenn Pajennoù : betek ar bajenn 7. Adlenn ar bajenn 3.
Ar mestr Diskouez ar bajenn 5. Oc’h ober petra emañ Jakez ?
Emañ o vont er-maez.
Ar vugale
Ar mestr Goût a ouzoc’h d’ober petra ez a er-maez ?
Da bourmen.
Ar vugale
Ar mestr Ez an da lenn deoc’h. Selaouit gant aked. « Petra ober hiziv ? » a lavar Jakez Vras.
« C’hoant en deus da vont da c’hoari bolotenn. »

Ha neuze, d’ober petra ez a er-maez ?
Da c’hoari bolotenn.
Ar vugale
Ar mestr Ar mestr a gemer ur volotenn. Bolotenn. Ur volotenn.
Bolotenn. Ur volotenn.
Ar vugale
Ar mestr Mell. Ur vell.
Mell. Ur vell.
Ar vugale
Ar mestr C’hoari bolotenn a ra Jakez.
Ez an da c’hoari bolotenn evel Jakez, va-unan.
(Lenn a ra ar bajenn 6.)
Ar mestr Ar mestr a c’hoari bolotenn er c’hlas. C’hoari bolotenn a ran… e-pad pell.
Ar mestr Ar mestr a c’hoari bolotenn atav. E-pad pell.
Ar mestr Delc’her da c’hoari, da lakaat ar vugale da santout an amzer o tremen. E-pad pell.
Ar mestr Azezañ ar mestr war ar volotenn. (un neuz trist warnañ) E-pad pell em eus c’hoariet. Va unan avat. (un tammig kreñvoc’h d’ober d’ar vugale lavaret war e lerc’h) Ez an da c’hoari bolotenn evel Jakez, va-unan.
E-pad pell em eus c’hoariet. Va unan avat. Ar vugale a lavar mat a c’hell dont da azezañ war ar volotenn.
Ar vugale