Deskiñ brezhoneg : Estlammiñ.
Gerioù : an dijuniñ — ur gwele — va mamm — va zad — va breur — va c’hoar — den ebet Patromoù : Gant va mamm ha va breur. Gant den ebet. Pegen brav eo debriñ ma dijuniñ er gwele. Dafar : ur pallenn, ur volenn, ul loa, ur plato Evezhiadenn : Un dra vat eo d’ar vugale klevet ar gerioù "pallenn, bolenn, loa, plato", met arabat klask deskiñ pep tra dezho e-doug an abadenn.
Ar mestr Diskouez ar bajenn 3. O kousket emañ Jakez ?
Ket. O tebriñ emañ.
Ar vugale
Ar mestr O tebriñ lein er c’hantin ?
Ket. O tebriñ er gwele.
Ar vugale
Ar mestr O tebriñ an dijuniñ emañ. An DI-JU-NIÑ.
An DI-JU-NIÑ.
Ar vugale
(Lenn a ra ar bajenn 3.) « Pegen brav eo din debriñ ma dijuniñ er gwele ! » a lavar Jakez Vras. Ledañ a ra ar pallenn war an douar. En em lakaat a ra dindan, 
ha pozañ a ra ar plato war e varlenn d’ober an neuz da zebriñ e zijuniñ. (deskiñ a ra ar frazenn d’ar vugale) Pegen brav eo din debriñ ma dijuniñ er gwele ! Ar mestr
Pegen brav eo din debriñ ma dijuniñ er gwele. Ar vugale a lavar mat ar frazenn a zo lakaet ar pallenn warno.
Ar vugale
Ar mestr Gant piv e tebrez da zijuniñ er gêr ?
(Goulenn a ra gant ur bugel.)
Gant va mamm ha va breur. Goulenn digant meur a vugel da reiñ da glevet gerioù ar familh (va mamm, va zad, va breur, va c’hoar).
 Ar bugel
Ar mestr Ha Jakez, gant piv e tebr e zijuniñ ?
Gant den ebet.
 Ar vugale
Ar mestr Nann, avat, gant den ebet. E-unan emañ.