Deskiñ brezhoneg : Gerioù : sellet ouzh Evezhiadenn : Brañsigelloù zo bet desket abalamour ez eus anezho el liorzh-kêr e kichen ar skol.
Kuzhat ar skeudenn 8 en e zorn. Brañsigelloù. Diskouez ar skeudenn d’ar vugale a ro da glevet « brañsigelloù ». Ar mestr
E-pelec’h e vez kavet brañsigelloù ?
El liorzh-kêr. Lakaat ar vugale da adlavaret « el liorzh-kêr ».
Ar mestr
Lenn an albom betek ar bajenn 13.
Ar mestr Goulenn digant ur bugel tostaat. Kregiñ e-barzh e zilhad. Petra eo an dra-se ?
Dilhad.
Ar bugel
Hejañ ar bugel d’ober dezhañ c’hoarzhin. E-pelec’h e vez prenet dilhad ? E Jouéclub ?
Ar mestr
Ket. En ur stal dilhad. Hejañ ar bugel adarre. Goude-se hejañ kement bugel a lavar 
« An dilhad a vez prenet en ur stal dilhad ».
Ar bugel
Lenn ar bajenn 15.