Deskiñ brezhoneg : Lavaret petra ez an da ober. Gerioù : e kêr — pourmen Patromoù : Komzer 1 : D’ober petra ez ez e kêr ? Komzer 2 : Da bourmen. Evezhiadenn : Implijet e vo ar patrom-se alies e buhez ar c’hlas (mont da lazhañ ar gouloù …) Diskouez ar skeudenn 4 d’ar vugale d’ober dezho reiñ da glevet « ur ramz ». Adlenn ar bajenn 3. Lenn ar bajenn 5.
Ar mestr a dro war-zu Jakez war ar bajenn 5 Jakez, d’ober petra ez ez e kêr ? a dosta e skouarn da selaou e respont Hañ, hañ. a dro war-zu ur bugel Deus da c’houlenn gantañ : « Jakez, d’ober petra ez ez e kêr ? »
D’ober petra ez ez e kêr ?
Ar bugel
e kuzulig Da bourmen. Ober ar memes tra gant daou pe dri bugel all. Lakaat tout ar vugale da reiñ da glevet ar goulenn. Lakaat tout ar vugale da reiñ da glevet ar respont.
Ar mestr
D’ober petra ez ez e kêr ? Da bourmen. Ha te ? Da bourmen ivez. Deomp da bourmen neuze. An daou vugel a ya da bourmen e-barzh ar c’hlas.
Un diviz bihan etre daou vugel :