Pal an abadenn : Kompren titl an albom hag ar bajenn 3. Deskiñ brezhoneg : Goulenn digant unan bennak da belec’h emañ o vont. Gerioù : Kompren titl an albom hag ar bajenn 3. Patromoù : Komzer 1 : Da belec’h emaout o vont ? Komzer 2 : E kêr.
Ar mestr Jakez. Jakez Vras.
Deiz mat Jakez Vras. Lakaat an albom dirak pep bugel da saludiñ Jakez Vras : 
« Deiz mat Jakez Vras. »
Ar mestr Pakadoù a zo gantañ. Me ’garje gouzout da belec’h emañ o vont.
Piv a c’houlenno gantañ da belec’h emañ o vont ? Ober sin d’ur bugel tostaat. Sikour anezhañ da c’houlenn digant Jakez : « Da belec’h emaout o vont ? » Diskouez d’ar bugel (ha d’ar bugel nemeken) ar bajenn 3.
Ar mestr E kêr. Lakaat ar vugale da c’houlenn « Da belec’h emaout o vont ? ». Diskouez ar bajenn 3 d’ar re a ro da glevet ar goulenn.
a ziskouez ar skeudenn 3 ﷯ Kêr. Ur gêr vras. a ziskouez golo an albom Jakez Vras er gêr vras. Lakaat ar vugale da adlavaret.
Ar mestr