Deskiñ brezhoneg : Goulenn digant unan bennak da belec’h emañ o vont. Gerioù : pelec’h, mont, kêr, an ti-gar, an tren Patromoù : Komzer 1 : Da belec’h emaout o vont ? Komzer 2 : D’an ti-gar.
Un diviz bihan etre daou vugel : Da belec’h emaout o vont ? D’an ti-gar. D’ober petra en ti-gar ? Da gemer an tren. Beaj vat dit, neuze.
Evit deskiñ an diviz d’ar vugale e lakaer div gelc’henn (div ruilhenn) war an douar. Ar mestr en em lak e-barzh ur gelc’henn (ur ruilhenn) d’ober ur personaj, hag e-barzh eben d’ober egile. Lenn an albom betek ar bajenn 11.