Deskiñ brezhoneg : 
Gerioù : un ti — tiez — ur gêr Mont en-dro : Kuzhat ar skeudenn 1 en e zorn. Ober sin d’ur bugel tostaat, ha diskouez ar skeudenn dezhañ nemetken. Kaozeal e kuzulig gantañ. Evezhiadenn : Labour da ober a-raok diskouez an albom. Deskiñ « ur gêr » zo a bouez evit gellet kompren pajenn 3 an albom pa vo lennet.
Ar mestr Petra eo ? Chuuuut... Lavar e pleg va skouarn.
N’ouzez ket lavaret ? Ti. Un ti. Un ti eo. Ober ar memes tra gant tri pe bevar bugel all.
 d’an holl bremañ Ti. Un ti. Diskouez ar skeudenn d’ar re a lavar « un ti ». Kuzhat ar skeudenn 2 en e zorn.
Ar mestr
Ar mestr Ata. Amañ n’eo ket un ti hepken a welan.
Tiez a zo. Tiez. Diskouez ar skeudenn 2 d’ar re a lavar « tiez ». Kuzhat ar skeudenn 3 en e zorn.
Ar mestr Ober sin d’ur bugel tostaat, ha diskouez ar skeudenn dezhañ nemeken. Kaozeal e kuzulig gantañ. Leun a diez a zo. Ur gêr eo.
Kêr. Ur gêr. Ober ar memes tra gant daou pe dri bugel all.
d’an holl bremañ Kêr. Ur gêr. Ar mestr