Deskiñ brezhoneg : Goulenn aotre d’ober un dra bennak.
Gerioù : sklaer — teñval — ar gouloù — lakaat war elum — gallout (e c’hellan) Patromoù : E c’hellan lakaat ar gouloù war elum ? Glas sklaer pe glas teñval ? Dafar : ur plañ
Sellet ouzh skeudenn ar bajenn 9. An ti-mañ ne blijo ket da Jakez. Teñval eo.
Ar mestr
Ar mestr d’ur bugel Kae da lazhañ ar gouloù. d’an holl Teñval eo avat. d’ur bugel e kuzulig Goulenn : E c’hellan lakaat ar gouloù war elum ?
Ar bugel E c’hellan lakaat ar gouloù war elum ? Lakaat ar vugale da zeskiñ lavaret Teñval eo. E C’hellan lakaat ar gouloù war elum ? Ar re a lavar mat a c’hell mont da bouezañ war bouton ar gouloù.
Ar mestr Diskouez ar bajenn 9 Penaos eo an ti-mañ ? Sklaer eo ? Ket, un ti teñval eo.
Lenn ar bajenn 8.
Ar mestr Lakaat dirak ar vugale div voutailhad pentur eus ar memes liv, lakaomp glas sklaer ha glas teñval. Diskouez ur voutailh gant ar biz. Glas sklaer pe glas teñval ? Lakaat ur bugel a respont mat da c’hoari ar mestr.