Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh am eus c’hoant.
Gerioù : ur plañ — ur ru — ar ruioù Patromoù : Me ’m eus c’hoant da ziskouez ur ru. Dafar : ur plañ
Ar mestr Diskouez ar pajennoù 4 ha 5 d’ar vugale. Jakez zo e-barzh un ti ? Ket, e-barzh ur c’harr-boutin. Petra zo gantañ en e zaouarn ? Diskouez d’ar vugale ur plañ eus ur gêr. 
Frotañ ar plañ war penn ar vugale a lavar :
Ar vugale Plañ ar gêr.
Ar mestr Petra zo treset war ar plañ ? Petra eo al linennoù a weler warnañ ? Lakaat ar vugale da heuliañ ar ruioù gant o biz, goude lavaret :
Ar vugale Me ’m eus c’hoant da ziskouez ur ru.
Lenn ar pajennoù 4, 5, 6, 7.