Pe… Penaos 'ta, 1477 ? Pelec'h emaon ? Petra zo o c'hoarvezout ?
Anna Vreizh – Itrikoù er c'hastell
Bannoù-treset
Ur veaj-skol torr-penn adarre, a soñj Gael… Kastell an duged en Naoned ? Torr-penn ne vo ket avat ! Kaset e vo ar paotr yaouank dre an amzer gozh gant un teuz malisius, tre betek ar bloavezh 1477, pa oa bet ganet Anna Vreizh ! Itrikoù hag iriennoù pezh agaro… Penaos e raio hor skolajiad evit en em ober ouzh e vicher nevez, paj e servij ur priñs bras ? Daoust ha gouest e vo da gompren petra eo an dalc'h ? En arvar emañ dazont ar briñsez yaouank, hêrez dugelezh Breizh…
Ur manga en ul levrenn, evit deskiñ traoù ha kaout plijadur war un dro, diwar-benn ur briñsez dibar he flanedenn : teir gwech e oa bet kurunennet, dugez Breizh ur wech, ha rouanez Frañs div wech.
Troet diwar Anne de Bretagne – Intrigues au château, embannadurioù Casterman & Château des ducs de Bretagne
Skrivagner : Cédric Tchao
Treser : Cédric Tchao
Troerez : Maguy Kerisit
Embannet e miz Here 2024
Live : eil derez
Ment : 15 x 21 cm
216 pajenn
ISBN : 978-2-240-05642-9
12,95 €
Rummadoù : Anna Vreizh – bannoù-treset – Istor – manga
Urzhiañ an oberenn‑mañ
Taolit evezh : n'eo nemet ar skolioù a c'hall urzhiañ oberennoù dre lec'hienn TES.
Penaos prenañ a-hend-all ?

Penaos emañ ar bed ? CE2
Taboulin 21 : Brest
Taboulin 39 : Bro-Oueloù
Taboulin 32 : Roazhon
Taboulin 35 : Bannoù-treset Ar Sparfell – L'Épervier
Taboulin 36 : Enez-Sun
Taboulin 37 : Jerzenez
Istorioù bihan Breizh
Ar bleizi
Marion ar Faoued