Pajennoù
Petra eo TES ?
Un ti-embann publik eo TES, savet evit krouiñ hag embann dafar pedagogel e brezhoneg evit an tri hentad kelenn (publik, prevez katolik ha Diwan). Mont a ra TES en-dro diwar un emglev etre Akademiezh Roazhon, Kuzul Rannvro Breizh ha Réseau Canopé.

Kuzul-embann TES an hini eo hag a zibab peseurt dafar a vo embannet gant an ti. Kemer a ra perzh e Kuzul-embann TES an enseller pedagogel rannvroel evit sevenadurioù ha yezhoù ar vro, ensellerien hag ensellerezed an Deskadurezh stad, kuzulierien ha kuzulierezed an tri hentad kelenn divyezhek. Diazezet eo dibaboù Kuzul-embann TES war divizoù Kuzul-stur TES diwar-benn ar prioriezhoù pedagogel.
E Ploufragan emañ o labourat skipailh TES. 6 den zo ennañ.
Linenn stur TES
Dafar pedagogel a vez embannet gant TES : dornlevrioù hag oberennoù lennegel troet met ivez dafar savet a-ratozh evit ar skolioù (albomoù, fichennoù pedagogel, skritelloù, c'hoarioù pedagogel…). War-dro 500 titl zo bet embannet gant TES, en ur stumm paper pe niverel, abaoe ma oa bet krouet TES e 1994.
Digoust eo an dafar evit ar skolioù. War MediaTES e vez kavet an dafar niverel hag ar gelennerien a c'hell goulenn an dafar moullet dre lec'hienn TES.

Oberennoù 'zo (albomoù, romantoù, danevelloù) a c'hell bezañ prenet ivez gant an dud, er stalioù levrioù pe e saloñsoù.
Karta embann TES
Pal kuzul-embann TES zo kinnig dafar pedagogel hag a glot gant an ezhommoù hag ar programoù ofisiel.
Klask a ra TES stourm ivez ouzh ar stereotipoù jener en e oberennoù. Krouet ez eus bet ur garta embann evit kizidikaat e genlabourerien hag e genlabourerezed. Kinnig a reomp deoc'h lenn anezhi m'ho peus ur raktres da ginnig da dTES.
Fellout a ra deoc'h kinnig raktresoù pe oberennoù da dTES ?
– Kelenner pe kelennerez oc'h ? C'hoant ho peus kinnig un dra a vefe mat da dreiñ e brezhoneg evit ma vefe implijet er c'hlasoù ? Gallout a rit skrivañ da dTES evit lavaret hoc'h ezhommoù. Studiet e vo an ezhommoù hag ar c'hinnigoù gant Kuzul-embann TES hag a vez bodet div wech ar bloaz.
– Aozour oc'h ? Gallout a rit kas ur postel deomp gant ho raktres. Trugarez deoc'h da wiriañ, a-raok bep kasadenn, ha klotañ a ra mat ho raktres gant hol linenn stur. Ret eo d'ar raktres gallout bezañ implijet er c'hlas ha klotañ gant programoù ofisiel an Deskadurezh stad.
Bodet e vez Kuzul-embann TES div wech ar bloaz. Gallout a ra TES kemer amzer a-raok kas ur respont (positivel pe negativel) war ar raktresoù kinniget. Ho trugarekaat a reomp evit ho pasianted.
Chadenn al levrioù e TES
Penaos e vez graet ul levr e TES ? Piv a labour warnañ ?... Ganedigezh ul levr pazenn-ha-pazenn !
