Menegoù lezennel
Menegoù lezennel
Deiziad hizivaat : 05/05/2026
1. Perc’henniezh al lec’hienn
Rouedad Canopé
Sez Sokial : Teleporzh 1 @4, bali ar Futuroskop, CS 80158, 86961 Futuroskop CEDEX
Pgz (standard) : 05 49 49 78 00
Pelleiler : 05 49 49 78 06
Statud gwirel : diazezadur publik ar melestradurel renet hervez ar melladoù D. 314-70 hag ar melladoù da-heul e Kod an deskadurezh
Niv. SIRET : 180 043 010 014 85
Niv. TGO enkumuniezhel : FR62180043010
Rener an embann : an Aotrou Samuel Vitel, Pennrener
Empenter al lec’hienn : TES-Rouedad Canopé
2. Herberc’hiañ
Rouedad Canopé
Sez Sokial : Teleporzh 1 @4, bali ar Futuroskop, CS 80158, 86961 Futuroskop CEDEX
3. Perc’henniezh intelektuel
Ar Rouedad Canopé zo perc’henn war gwirioù ar berc’henniezh intelektuel ha gwir he deus, gant aotre perc’henned an oberennoù orin, da implijout kement tra a gaver el lec’hienn Internet, en o zouez an testennoù, ar skeudennoù, an danvez grafek, al logoioù, ar videoioù, ar savouriezh, an arlunioù hag ar sonioù.
Difennet eo eilañ, taolenniñ, kemm, embann, azasaat kement tra a zo el lec’hienn pe darn eus al lec’hienn, ne vern ar mod pe an doare-ober implijet, nemet e vefe bet roet un aotre dre skrid hag en a-raok gant ar Rouedad Canopé.
Korvoiñ al lec’hienn pe un darn anezhi e forzh pe zoare e vefe, anez bezañ bet aotreet, a vo kontet dambrez hag a vo kastizet hervez ar mellad L.335-2 hag ar melladoù da-heul e Kod ar Berc’henniezh Intelektuel.