Kloc'h an tan-gwall ! Kloc'h-galv ar brezel ! Kloc'h-galv ar brezel !... Digor eo ar brezel ! Truez va Doue !
Ar Brezel bras
Oberenn
Danvez evit ar c'hentelioù brezhoneg hag ar c'hentelioù istor.
Ar brezel 14 bevet gant ar Vretoned, pe e vefent bet war an talbenn pe chomet e Breizh. Ugent tem (an trañcheoù, ar brizonidi, al labour, ar skol…), skeudennaouet gant un toullad dielloù a bep seurt, e brezhoneg an darn vrasañ anezho : fotoioù, lizhiri, pennadoù kazetennoù… Ur c'heriaoueg hag un dastumad danevelloù e fin al levr. Ul lec'hiennad dielloù (dielloù al levr, filmoù, enrolladennoù…) a ya da heul al levr.
Skrivagner : Herve Peaudecerf
Embannet e miz Eost 2015
Live : eil derez
Ment : 21 x 29,7 cm
132 bajenn
ISBN : 978-2-35573-158-7
15 €
Rummadoù : Brezel-bed kentañ – brezelioù – brezelioù-bed – Istor – lennegezh eil derez
Urzhiañ an oberenn‑mañ
Taolit evezh : n'eo nemet ar skolioù a c'hall urzhiañ oberennoù dre lec'hienn TES.
Penaos prenañ a-hend-all ?
Dafar niverel
– Al lec'hienn a ya da heul al levr
– An teuliad Web À bientôt de vos nouvelles, produet gant Bretagne Culture Diversité

Taboulin 28 : Kestell al Liger
Istor 4e
Penaos emañ ar bed ? CP-CE1
Tangi hag ar c'hazh-koad
Skrivañ ar c'hantved : Youenn Drezen
Otto, eñvorennoù un arzhig kof plouz
Taboulin 33 : Sent Breizh
Ken tost d'an teñzor !
Kala-goañv / Tsounami
Taboulin 36 : Enez-Sun