N'eus netra ken, a lavarjont dezhañ. – Penaos 'ta ! Perak ne lavarit ket ivez : “Ha diriaou ha digwener” ?
Kamishibai « An daou dort »
Kamishibai
Diwar ur gontadenn hengounel bet dastumet gant Fañch an Uhel : « Nonnig ha Gabig zo kemenerien. Paket e vint gant ar gorriganed e-kreiz an noz ha ret e vo dezho kanañ ganto : dilun, dimeurzh, dimerc'her... »
12 plankenn-tresadenn evit gallout kontañ ar gontadenn.
2 destenn zisheñvel zo kinniget a-dreñv pep skeudenn :
– Un destenn « kentañ live » gant frazennoù berr kontet en amzer vremañ dreist-holl.
– Un destenn « eil live » gant frazennoù hiroc'h kontet en amzer dremenet dreist-holl.
Treserez : Marianne Larvol
Embannet e miz Genver 2013
Live : skol-vamm, CP, CE1
Ment : 39,5 x 29,2 cm
24 fajenn
ISBN : 978-2-35573-096-2
23 €
Rummadoù : kamishibai – kontadennoù – skeudennoù
Urzhiañ an oberenn‑mañ
Taolit evezh : n'eo nemet ar skolioù a c'hall urzhiañ oberennoù dre lec'hienn TES.
Penaos prenañ a-hend-all ?
Dafar niverel
Dafar da bellgargañ (evit ar gelennerien hepken) :
– An tresadennoù da videobannañ
– An destenn, live 1
– An destenn, live 2
– Penaos sevel ur butai (ur framm-c'hoariva) evit diskouez ur c'hamishibai
Oberennoù all gant TES
-
An niveroù betek 10 – skritell
-
An anvioù‑gwan – kartoù flash
-
Ar soner hag ar bleiz
-
Ar c'havr hag he mennoù-gavr
-
Loenigoù war hent an niveroù – skritell ha rizenn
-
Olf, Nita hag Avel ar C'hreisteiz
-
Skritelloù kelenn buhezegezh ha keodedelezh
-
Li Lo Lenn – kartoù-flash
-
An tri arzh
-
Ma c'horf – skritelloù
