Aogust a vehe mousig. Ober a rahe war-dro ar c'hempenn war ar pont hag e-barzh ar gambrig…
Dindan ar seizh avel
Romant
Mont war vor… evit e damm blijadur ? N'eo ket, evit gounit e dammig bara ha poaniañ evit en ober, ne lavaran ket ! Aogust zo o vont d'ober gwelloc'h anaoudegezh gant buhez kalet paotred ar Beskerezh vras er-maez d'an Island. Pebezh beaj evit ur mous ken yaouank !
Evit Klaoda avat, merc'h ur c'habiten kabhorner, ez eo un afer all. Hi ivez a raio un hir a veaj, tro-dro d'ar bed. Laouen e vefe o vont da heul ar vartoloded en o labour. Met n'eo ket ar pezh zo bet divizet gant he zud. Ha ma'z afe dre guzh ?
Fañch Rebours a ginnig div zanevell deomp, un digarez e vo da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar vuhez war al listri-pesketa pe kenwerzh a oa ken niverus all war vor e penn-kentañ an XXvet kantved.
Skrivagner : Fañch Rebours
Treserez : Agnès Guillot
Embannet e miz Genver 2021
Live : CM, eil derez
Ment : 14,5 x 21,8 cm
68 pajenn
ISBN : 978-2-240-05357-2
8 €
Rummadoù : bigi – danevelloù – lennegezh eil derez – mor – romantoù
Urzhiañ an oberenn‑mañ
Taolit evezh : n'eo nemet ar skolioù a c'hall urzhiañ oberennoù dre lec'hienn TES.
Penaos prenañ a-hend-all ?
Oberennoù all gant TES
-
Taboulin 25 : War vor
-
Taboulin 15 : An aberioù
-
Enez al Legumaj
-
Ameli Penn-koumoul 4 : Labour ha Dilabour (2)
-
Malala, droed ar merc'hed da gaout deskadurezh
-
Wangari Maathai, ar vaouez a blante gwez a-vil-vern
-
Loig Drouglazet
-
Ar vuhez all am boa bet
-
Mandela, paotr Afrika an holl livioù
-
Ameli Penn-koumoul 4 : Labour ha Dilabour (1)
