Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B42. Sevel ul lavarenn gant ar verb en un amzer gevrennek

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar a viz

An amzerioù kevrennek (= temps composés) a gaver e brezhoneg zo, hervez an anoioù implijet gant F. Kervella, amzer dremenet kevrennek (= passé composé), amzer beurdremenet kevrennek (= p. que parfait), amzer da zont kevrennek (= futur antérieur), hag an doare divizout tremenet (= conditionnel, irréel du passé).

Tra ma eo aes sevel ur frazenn hag a gomañs gant ur verb en un amzer gevrennek, da skwer : savet en doa Frañsez ul loch evit e azen, pe gant ar rener : Mari he deus prenet kig lapin evit koan, e kaver meur a zoare er yezh skrivet pa grog ar frazenn gant ur renadenn adverb pe gant ur stagell isurzhiañ (= conj. de subordination).

Er yezh komzet, gant ar vrezhonegerien a-gozh, e chom atav e-kichen-kichen ar verb skoazell, kaout pe bezañ, hag an anv-gwan verb (= part. passé), da skwer : kavet en doa, pe : en doa kavet. Ar verb skoazell hag an anv-gwan verb ne c'hellont bezañ dispartiet nemet :

‒ gant an adverb ket :
Alo, ar Schmilblick n'eo ket kavet c'hoazh ?
Ma, n'hon do ket graet kalz a dra hiziv !

‒ gant ur raganv-gour (= pron. pers.)
'M eus aon he doa-hi labouret azalek he fevarzek vloaz ; hi zo rener.
Ar bleiz en deus o c'havet hag en deus o zaget (Gousperoù ar Raned, F. Morvan, Skrigneg) ; o zo renadenn. Ar raganv-gour renadenn dra e sort frazennoù zo un dra vev e Bro Gwened, mes en darn vrasañ eus KLT en deus paket liv ar c'hozh, pe liv ar skridoù relijiel.

A) An tri framm :
En ur glask skwerioù war al lec'hienn Devri evit ur pennad kaoz dirak tud KEAV, e'm boa kavet ar frazenn-mañ :
[War gein ur balum eo] en devoa Sant Brendan kanet oferenn ar sul Fask.
Savet eo al lavarenn hervez ar framm-mañ :
(1) [renadenn] + verb skoazell + rener + anv-gwan verb + renadenn dra 
Ha setu an daou framm all a glever e brezhoneg komzet, evit ar memes lavarenn :
(2) [renadenn] + verb skoazell + anv-gwan verb + rener + renadenn dra, da lâret eo :
[War gein ur balum eo] en devoa kanet Sant Brendan oferenn ar sul Fask.
(3) Framm ergativ : ar verb a dremen en tu-gouzañv (= passif), ar renadenn-dra a deu da vezañ rener ar verb, hag an oberour, an hini a ra an ober, a vez degaset gant an araogenn gant ha lakaet e fin ar frazenn, peurliesañ ; ar ger ergativ diwar ar gregach ergadzomai = labourat a ran, ergatês = oberour, artizant. Ha setu ar memes lavarenn, atav :
[War gein ur balum eo] e oa bet kanet oferenn ar sul Fask gant Sant Brendan.

B) Implij e brezhoneg skrivet :
An tri framm a vez kavet e brezhoneg skrivet, stankoc'h pe raloc'h hervez ar skrivagnerien, ha setu un nebeud skwerioù :
(1) [Kerkent e teuas soñj din] he doa Markizez Lesouarn graet anv eus un den a fiziañs (R. Hemon, Diamantoù Keroulaz)
(1) [Marteze] en deus Rojer kaset an dro-c'houzoug da'm moereb… (R. Hemon, Diamantoù)
(1) [Gant aon] he dije ar voereb klevet ha komprenet an disterañ… (J. Riou, An Ti Sat.)

(2) [Ha c'hwi zo sur] he deus arboellet ar voereb kalz arc'hant ? (J. Riou, An Ti Sat.)
(2) [P'] en doa lakaet Lom e gorf hir e-barzh… (J. Riou, An Ti Sat.)
(2) [Moarvat] o doa kemeret ar re-mañ ma zad evit ur Sant Tegonegad (Yeun ar Gow, E Skeud…)

(3) [Hervez ar vrud] e oa bet prometet ur milion gant ar gouarnamant… (Y. ar Gow, E Skeud…)
(3) [Moarvat] e oa bet divinet gant ar warded petra a oa soñj an dec'herien (P. an Intañv, Udora)
(3) [Kerkent ha ma] voe kollet hec'h anaoudegezh gant ar voereb muiañ-karet… (J. Riou, An Ti Sat.)

C) Hag e brezhoneg komzet ?
Siwazh deoc'h, ret e vo deoc'h gortoz pemzektez a-raok lenn ar pezh a deu da heul