Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B19. Treiñ commencer (2)

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 4 a viz Eost 2017

2 - An arlivioù

Meur a vod zo da dreiñ ar ger galleg commencer : deraouiñ, komañs, kregiñ, stagañ, en em lakaat, mes meur a arliv a vez santet pa implijer unan anezhe kentoc'h evit unan all. Ar risk a welan bremañ eo e vije kollet pevar diwar ar pemp verb-se, abalamour ma vez aloubet ar skridoù gant ar verb kregiñ/krogiñ hepken, implijet alies gant fazioù (adlennit ar pennad diwezhañ), ha dianav gant ar ster commencer en ul lodenn eus Kerne. Lennet e'm boa teir niverenn eus YA a-renk, ha sepet en ur pennad gant JC ar Ruyet hag a implij da gomañs ez reizh, ne'm boa kavet nemet kregiñ.

E atlas Yann an Du, ne gaver nemet komañs evit treiñ ar verb commencer, pezh a zo skort ivez rak gerioù all a vez klevet. Klasket 'm eus gwiriañ pesort verb a veze implijet en XIXvet kantved gant an dud, ha kemeret 'm eus Gwerzioù F. an Uhel : komañs a gaver 37 kwech, hag en em lakaat 2 wech. Ar verb kregiñ, krog, a vez kavet gant ar ster saisir, empoigner hepken.
Anat eo ne c'heller ket, nag implij komañs dalc'hmat, nag implij kregiñ e pep degouezh.

1) Deroù, deraouiñ.
Peuzankouaet eo ar ger-se : du-mañ (kanton Daoulas) e vez distaget evel daeloù, hag implijet hepken er poz deroù-mad (= étrennes).

2) Kregiñ pe komañs ?
O-daou int bet amprestet digant ar galleg, ha kavet e vo meur a skwer eus ar verb kregiñ hag eus an anv-gwan krog e J. Gros, levrenn II. N'eus netra enni diwar-benn komañs, goude ma vez klevet ar ger-mañ e Bro-Dreger evel e lec'h all kalz aliesoc'h evit kregiñ.
Un arliv heverk zo etre an daou verb, memestra : pa vezer o krogiñ gant un dra bennak, pa vezer krog d'ober un dra, e tiskouezer ne c'heller ket ehanañ gant an ober-se diouzhtu, na chom da ruzañ a-raok kendelc'her ; er c'hontrol, alies e verk komañs un ober ha n'eo ket c'hoazh hanter voulc'het, pe un ober ha ne santer ket pegoulz emañ ar penn kentañ anezhañ.
Da skwer :
a) 'M eus aon emañ an hini vihan o komañs nec'hiñ.
Ar plac'h vihan, hag a rank selaou kozh kaozioù he zud pe he zud-kozh, zo o tiskouez kavout hir hec'h amzer gwech ha gwech all. (Mes padout a ray c'hoazh.)
b) Ur frazenn hag a vez klevet alies e Nord Penn ar Bed, dre fent :
‒ Ma, hemañ zo o komañs pakañ 'ne'o ! (Ur wech an amzer e ra pe e lavar un dra souezhus, mes n'eus ket peadra da gas anezhañ da di ar re sod evit c'hoazh)
c) Komañset eo ar sivi da reiñ : kavet e vez unan ruz amañ pe ahont, e miz Ebrel.

E-kichen se :
a') Meur a wech 'm eus bet kanet « Didostait 'ta, tud yaouank, pa 'c'h omp krog da ganañ... », a ziskouez ne vo ket ehanet gant ar ganaouenn a-raok ma vo echuet.
b') ‒ Kae da c'houlenn ganto a-raok ma krogint gant ur barti all.
Ur wech kroget gant ar barti boulloù, tra sakr e-touez an traoù sakr, ne c'heller ket direnkañ ar c'hoarierien.
c') Krog eo ar sivi da reiñ : dastumet e vezont a gajoiadoù, hag e pado miz pe zaou.

Ur gerig ouzhpenn : tro-dro da Bleiben e vez lavaret krog o kanañ kentoc'h evit krog da ganañ.

3) Stagañ, en em lakaat
Stagañ gant + anv, en em lakaat da + verb. Stagañ gant un ober bennak zo en em lakaat da vat d'ober an dra-se, ha setu un diviz a'm eus bet klevet e Plougastell :
‒ Alo, komañset ar chantier gant ar mañsoner, diouzh ar mod ?
‒ Ya, komañset en deus tamm pe damm, mes stagañ ganti n'en deus ket graet c'hoazh !

(Gwelet a raer, amañ hag ahont, tammoù neud stignet, douar kignet, pikiji, mes ne c'heller ket gwelet lost ur voger o sevel neblec'h evit c'hoazh.)

4) Boulc'hañ (ha bolzañ a-wechoù e Kerne Izel)
A vez implijet evit ar bevañs (boulc'hañ un dorzh vara, ur voutailhad laezh, etc.) hag ivez evit ul labour a c'heller gwelet an disoc'h anezhañ :
‒ Alo, boulc'het ar falc'hadeg ? (Anat eo, diouzh ar stre/ar restennoù war ar prad, ez eus bet unan bennak pe ur mekanik bennak o falc'hañ)
Mes ne 'm eus ket bet klevet komz eus *boulc'hañ ur brezegenn, na *boulc'hañ e studi.

5) Evit echuiñ...
Pa oa kaoz ganin bremazon eus tud krog da ganañ, ne c'hellan ket miret a reiñ deoc'h ur frazenn tennet eus Kruptadia, dastumet gant Émile Ernault :
« Hén 'n eus skoet eur yenn e rêr ar C'hredo, il a enfoncé un coin dans le derrière du Credo, il l'a entonné vigoureusement. »

Da lenn ivez : J. Gros, levrenn II, krog, kregi, stagañ