Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B6. An anv-gwan en derez uheloc'h pe uhelañ : a-raok pe goude an anv ?

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 3 a viz C'hwevrer 2017

E Grammaire Bretonne Roparz Hemon e c'heller lenn kement-mañ :
« § 84. L'adjectif au comparatif ou au superlatif se place indifféremment avant ou après le nom : gwelloc'h den ou un den gwelloc'h (un meilleur homme), ar gwanañ den, gwanañ den, an den ar gwanañ, an den gwanañ (l'homme le plus faible). »
A-raok mont pelloc'h e ranker tennañ kuit ar fazi deuet eus ar galleg : *an den ar gwanañ, troidigezh ger evit ger ar galleg la personne la plus faible, ne c'hell ket bezañ degemeret evel brezhoneg reizh.
Eil remerk : diaes eo d'ur brezhoneger asantiñ d'an adverb indifféremment, rak, ma vez kavet an daou, anv-gwan a-raok ha goude an anv, un arliv a-bouez a zeu war-wel hervez an urzh.

1) An anv-gwan en derez uheloc'h (= comparatif de supériorité).

Ar peurliesañ e vez lakaet an anv-gwan en derez uheloc'h war-lerc'h an anv emañ o toareañ :
Ur wetur vrasoc'h e ranki prenañ bremañ, gant ur c'hrouadur ouzhpenn.
Bihan eo an tamm kig-se : troc'h din un tamm pounneroc'h, 'ta !
An dud amañ n'int ket koulz ha te evit kanañ : taol un ton anavezetoc'h !
Ma 'm bije gouezet e'm bije prenet danvez solutoc'h.

E c'heller lakaat an anv-gwan a-raok an anv evit pouezañ war an anv-gwan :
Brasoc'h ti evit hemañ ne gavi ket da feurmiñ er vourc'h. (Tiez zo marteze, mes unan brasoc'h n'eus ket.)
Pinvidikoc'h intañvez ne oa ket er gordennad. (Pouezusoc'h eo he finvidigezh eget he stad a intañvez.)
Gwelloc'h plas ne c'helles ket kavout. (Ur plas pase mad 'peus kavet aze !)

Notenn : Pa vez lakaet an anv-gwan en derez uheloc'h a-raok an anv, ne vez ket lakaet ar ger-mell (= article) dirazañ morse : Gwelloc'h plas, ha n'eo ket *ur gwelloc'h plas !

2) An anv-gwan en derez uhelañ.

An dra-mañ a vo gwir evit an anoioù-gwan en derez uhelañ (brasañ, skañvañ, etc.) hag ivez evit kentañ ha diwezhañ, a oa derezioù uhelañ gwechall. Evel evit an anv-gwan en derez uheloc'h, lakaat an anv-gwan a-raok zo ivez lakaat ar pouez warnañ :
a) Ar vravañ krouadurez bet krouet gant Doue (Kanaouenn ; brav eo ar plac'h yaouank, ken n'eus nemet unan evel-se !)
a') Dibab an avaloù bravañ a zo er baner. (Dibab avaloù zo d'ober, ha ma n'out ket re leue, e kemeri traoù brav.)
b) Kentañ tra 'm boa graet, lazhañ an tan dindan ar gaoter. (= le plus urgent...)
b') Ma labour kentañ a oa muzuliañ pizh ar greun hag an hajoù. (Goude-se zo bet un eil labour, hag un trede...)
c) Gwashañ taol fall 'm eus graet biskoazh
Diwiskañ ma mamm-gozh en noazh
(Ton gavotenn)
c') Goude ar c'heleier fall a oa bet ganeomp, klevet e vefe serret ostaleri Pont-Kalleg a oa bet an taol gwashañ evitañ.
d) Goulenn keloù ganti eus he mab a oa an diwezhañ tra d'ober (= la pire chose...)
d') Gortoz, un dra ziwezhañ a-raok ma yafes kuit... (= une dernière chose, un dernier service.)
e) E penn kentañ ar bloaz... (Au début...)
e') Da gentañ penn, e vo ret... (= tout d'abord, en priorité.)
Hag un estlammadenn, a vez klevet un tamm mat :
Pierre Morvan zo war ar renk evit an ti-kêr ? Maa, kentañ klevet ! (= première nouvelle !)

E c'heller remerkañ daou dra : da gentañ, stankoc'h eo an urzh anv-gwan + anv er c'hanaouennoù, er c'hantikoù, evel :
Tenerañ mamm zo bet biskoazh... (Kantik : Piv ' lavaro pebezh glac'har)
Moarvat dre ma ranker sachañ evezh ar selaouerien ?
Da eil, e c'heller implijout ar ger-mell pe chom hep ober, n'eus reolenn ebet evit se.

Evit kaout skwerioù all, sellet ouzh J. Gros, Trésor du B.P., levrenn III, « Ellipse de l'article défini » ha « Adjectifs numéraux ordinaux ».