Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A76. Kaout, kavout, hag an anv-verb tremenet (3)

Distreiñ d'al listenn

C) An anv-verb tremenet en ur frazenn : Ar fazioù a ranker miret oute.

1) Si j'avais voulu...
E galleg e vez klevet un tamm mat a frazennoù hag a grog gant ur verb damskoazellañ (vouloir, pouvoir, devoir...), heuliet gant un anv-verb (infinitif) :
a) Si j'avais voulu écouter mes maîtres...
b) J'aurais dû comprendre plus tôt...
Ar verb damskoazellañ zo en un amzer kevrennet (= temps composé), hag an anv-verb zo infinitif présent. Ma, e brezhoneg e vez lakaet ar verboù damskoazellañ karout (atav) ha dleout (alies) en amzer vremañ, hag an anv-verb zo un anv-verb tremenet :
a) Ma karfen (amzer-vremañ) bezañ selaouet (anv-verb tremenet) ma mistri, pe : Pa gar din (amzer-vremañ) bout selaouet (anv-verb tremenet) ma mistri.
b) E tleje din (amzer-vremañ) bezañ komprenet (anv-verb tremenet) abretoc'h...
Diwallit mad, ar c'hontrol d'ar galleg eo !
Gant Jul Gros e vez kavet un implij ledanoc'h c'hoazh eus ar reolenn-se :
Darbet oa din bezañ bet ur falladenn (= j'avais failli avoir...)
Peb a gement-se e oa dleet deomp bezañ kavet (= nous aurions dû en trouver...)
N'eo ket pevar e oa din bezañ kaset... (= ce n'est pas quatre que j'aurais dû envoyer)

2) Je pensais avoir fermé la porte.
Amañ eo dav diwall, rak e Kerne ha Treger ne c'heller ket kregiñ gant me 'gav din, me 'soñj din, ha lakaat an anv-verb tremenet war-lerc'h. Ur fazi am boa graet em fennad 42, pa 'm boa lavaret e oa gwir ar reolenn e KLT, rak e kornioù zo eus Bro-Leon e c'heller klevet an anv-verb tremenet.
Ho kendivizer eus Bro Leon a c'hello degemer me 'soñje din bezañ serret ar prenestr, me 'gave din bezañ labouret a-walc'h, pa chomo souezhet pe feuket ur C'hernevad pe un Tregeriad a oa o c'hortoz : me 'soñje din em boa serret ar prenestr, me 'gave din em boa labouret a-walc'h.

Da lenn ivez : J. Gros, levrenn III, p 185.

Poell. Treiñ : Ah ! Si vous aviez voulu vous moucher avant de commencer votre discours au Panthéon !