Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A67. Ar gwele hag an araogennoù

Distreiñ d'al listenn

Nann, n'eo ket ur fablenn gant La Fontaine nag un dezenn kontet gant Marc'harid Fulup da Anatol ar Braz, mes ur pennad evit sikour implijout ez-reizh an troioù-lavar a glot gant ar galleg au lit ha du lit.

1. Aller au lit, se coucher.
Da gousket, bugale ! Poent eo mont d'ho kwele !
Ma, me zo 'vont da'm gwele.

2. Être au lit.
Da hanternoz paseet e vezan em gwele, neket war an hentoù oc'h ober jogging.
En e wele emañ c'hoazh, ar feneant-se ?
Pa oan yaouank ne vezen ket laosket da jourdal em gwele betek kreisteiz !

3. Au lit, alité.
E 2004 em boa ranket chom war ma gwele e-pad eizhteiz gant ar grip.
E-pad tri miz e oa bet war he gwele gant he gar.
Daoust d'ac'h pe verwell 'dann tri de,
Pe chomm seiz bloas war ho kwele.
(F. an Uhel, Gwerzioù)

4. Du lit (dre vras ar c'hontrol eus ar pezh a gaver en 1. ha 2.)
Sav deus da wele 'ta, nav eur eo !
A-raok ma vo deuet an dud er-maez eus o gwele em bo amzer da sterniañ ha da lardañ ar brabant.

5. Du lit (kuitaat e wele goude ur c'hleñved..., da enebiñ ouzh an 3.)
Pa oan savet diwar ma gwele ar wech kentañ, e troe tout an traoù en-dro din.

Poell. Treiñ : (Août 1969) ‒ Tu es fatigué ? Reste au lit, j'irai toute seule à Woodstock et j'y trouverai quelqu'un de plus vaillant que toi.